Nirvana (strollad sonerezh) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Un tamm kempenn
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 3:
Ur strollad rock-grunge oa '''Nirvana''', savet oa bet e 1987 hag echu e 1994 goude emzistruj penn ar strollad, [[Kurt Cobain]] oa e anv.
 
Savet e oa bet ar strollad ba Aberdeen ba Stad [[Washington (stad)|Washington]]. Ar re gentañ bar strollad oa: [[Kurt Cobain]] (kan ha [[gitar]]), [[Krist Novoselic]] ([[gitar-boud]]) ha [[Chad Channing]] ([[taoulintaboulin|batiri]]). Sevel a raont an albom ''Bleach'' gant 600$ en o yalc'h, gant ur label dizalc'h ba [[Seattle]] (Sub Pop), evit-fed ar c'hoñvers n'eo ket rustaj, met "barnet" mat eo a-benn 'r fin.
 
Laket eo [[Dave Grohl]] e-lec'h Chad Channing, hemañ ne oa ket ken evit kontantiñ an daou re all, hag embannet e vez un eil albom, ''Nevermind''. Kalz gwelloc'h ar son bremañ a-drugarez d'un añrejistramant a galite (gant [[Butch Vig]]), ur seurt son pop gant-se. Pezh na blijo ket da gKurt tamm ebet. Añrejistret eo dindan ar label [[Geffen Records]], ur c'hoarvoud a-bouez ha dic'hortoz kaer evit leurenn bed ar muzik hag a goñsakro labelioù dizalc'h hag ar grunge... Klevet e veze ''Smells Like Tenn Spirit'' (pennganaouenn an albom) kazimant ur wech bep eur war MTV, un himn eo deuet da vezañ hag anavezet eo bremañ c'hoazh nemet gant an heuliajoù kentañ gant ar gitar.