Fañch Morvannou : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D →‎Notennoù: + rummad
Tamm +
Linenn 1:
'''Fañch Morvanoù''' (ganet er [[Kloastr-Pleiben|C'hloastr-Pleiben]] e [[1931]]) zo bet kelenner war ar brezhoneg, troour, kazetenner ha buruteller lennegezh brezhonek a-raok mont war e leve. Klask a reas gant e vignoned adkempenn skritur ar brezhoneg e-kerzh ar bloavezhioù 1970.
 
==E vuhez==
Ganet eo Fañch Morvannou (e anv ofisiel François Morvannou), pe Yann Glevareg (anv skrivagner) er [[Kloastr-Pleiben|C’hloastr-Pleiben]] e [[1931]]. Tremenet e vugaleaj eno, divizet en deus e dad da vont da [[Rouan]] da chom. Marv eo e dad eno, setu aze perak ez eo distroet d'ar vro, da [[Koloreg|Goloreg]]. Evel holl baotred ur familh baour ha kristen, e reas e studioù er c’hloerdi.
 
Skolaer ha kelenner eo deuet da vezañ da c’houde e [[Skol-Veur Kornôg Breizh]] e [[Brest]], ha kroget eo da skrivañ pennadoù kazetennerezh evit ar gelaouenn “[[Skol Vreizh]]“. Komzet e vez brezhoneg mat-tre gantañ, lavaret e vez anezhañ ez eo ur skouer war al lennegezh hag ar c'homz. Evit pezh a sell ouzh e vuhez skrivagner, ez eo bet rener ''[[Pobl Vreizh]]'', met goude, ez eo aet ar gazetenn da get tamm-ha-tamm. E barr e vrud e oa etre 1972 ha 1982. Ober a rae prezegennoù ha studiadennoù war sevenadur Breizh hag war ar speredelezh. Komzet en deus war ar skinwel hag er radio war e ouizhiegezhioù relijiel.