Kimon : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
{{Adkas|Kimon}}
[[restr:AGMA Ostrakon Cimon.jpg|thumb|250px|Ostrakon, warnañ anv Kimon, 486 pe 461 a-raok J.-K., [[Mirdi Agora kozh Aten]]]]
'''Kimon''' (en [[henc'hresianeg]], ''Κίμων'' — ''Kimōn'') (510, [[Aten]] – 450 kent J.-K., e [[Citium]], e [[Kiprenez]]), a oa un den Stad eus [[Aten]] en [[Henamzer]], [[strategos]] e oa, ha politiker pennañ ar geoded e-kreiz ar V{{vet}} kantved. Mab e oa da [[Miltiades yaouankañ|Miltiades]], trec'her [[Emgann Marathon|Maraton]]. Kimon en doe ur roll a-bouez e krouidigezh [[Kevre Delos|impalaeriezh Aten]] war vor da-heul c'hwitadenn an [[Brezelioù medek|eil aloubadeg eus Henchres]] gant [[Kserses Iañ|Kserses I{{añ}}]] e 480-479 kent J.-K.. Kimon a zeuas da vezañ un haroz eus ar brezelioù en Aten. ha dontDont a reas da vezañ amiral goude m'en doe kemeret perzh en [[Emgann Salamis]].
 
Unan eus kurioù brasañ Kimon a voe distruj ur strollad listri hag un arme [[Impalaeriezh an Ac'haemenided|persian]] war glann ar [[ster Eurimedon]] e 466 kent J.-K.. E 462 a-raok J.-K. e renas un ergerzhadeg c'hwitet da skoazellañ [[Sparta]] e-pad emsavadeg an [[hilot]]ed. Da-heul an darvoud-se e voe [[ostrakism|ostrakizet]] eus Aten e 461 kent J.-K.. Koulskoude e voe galvet en-dro eus e harlu a-raok diwezh an dek vloaz ostrakadur da sevel un emglev peoc'h pemp bloaz e 451 kent J.-K. etre Sparta hag Aten. Kimon a renas ivez strollad brientinien Aten a-enep [[Perikles]] hag enebiñ a reas ouzh dispac'h demokratel [[Efialtes]] o klask derc'hel kontrol strollad ar vrientinien war ensavadurioù Aten.
 
== Notennoù ==