Diforc'hioù etre adstummoù "Hent"

329 okted lamet ,  8 vloaz zo
kaset an danvez geriadurel d'ar Wikeriadur
(Wikeriadur)
(kaset an danvez geriadurel d'ar Wikeriadur)
[[Restr:E20 53.jpg|thumb|right|300px|Ur gourhent e Danmark.]]
Un '''hent''' ([[liester]] : ''hentoù'', ''heñchoù'' e meur a [[rannyezh]]) a zo un [[egor]]enn ma c'hall an dud mont da vale warnañ eus ul [[lec'h]] d'unan all. Terket e vezont diouzh [[ezhomm]]où an dud hag en ur dennañ kont eus ar [[skoilh]]où naturel pe denel. Dre vras e vez an hentoù war an douar noazh pe kaledet gant [[maen|mein]] bilet. <br>Dre astenn e vez kaoz eus an [[linenn verdeiñ|hentoù war vor]] koulz ha, dre skeudenn, pep tra a seblant ober e hent evel war hentoù difetis er spered hag ar vuhez kevredigezhel. <br>Dre skeudenn ivez e veze gwelet (hag e vez c'hoazh) un hent en oabl [[stered]]ennet, [[Hent Sant-Jakez (galaksienn)|Hent (pe Heñchoù) Sant-Jakez]] (pe ''Hent Sant-Jalm''), da lavaret eo un darn eus [[galaksi]]enn m'emañ an [[Douar]] enni.
 
Eus an hentoù koshañ digoret gant an dud kentañ, marteze o heuliañ reoù al [[loen]]ed bras ha gouez betek hor c'hevredigezhioù modern ez eus bet ezhomm eus ar c'hehentiñ (''ken''+''hentiñ''), da lavaret eo kaout [[darempred]]où etre an dud ha mont d'ar [[park]]où evit gounid ar [[boued]]. Ne oant nemet [[gwenodenn]]où (pe ribouloù pe hentigoù) war an douar noazh a-raok ma'z eus bet lakaet meur a hini anezho da vezañ ledan a-walc'h evit tremen an dud war an daou du.<br>
 
Goude ma oa bet ijinet ar [[rod]]où ken ma veze aesoc'h kas an traoù hag an dud war [[kerbed|garbedoù]] ez eas an hentoù etre an tolpadurioù-annez da vezañ ledanaet diouzh an tremen ha diouzh [[ledander]] ha [[tizhder]] ar c'harbedoù. En {{XXvet}} kantved, pa kreskas ar boblañs, brasded ar c'harbedoù e voe savet [[gourhent]]où, meur a [[forzh]] ganto, eus daou forzh evit pep tu (hent peder forzh) betek ar gourhentoù daouzek forzh kavet er [[Stadoù-Unanet]].
 
==Gerioù deveret pe gant gant ''hent'' enno==
*[[gourhent]]
*hentad
*[[hentadur]]
*hentaouiñ
*hent-bras
*[[hent-dall]]
*[[hent don]]
*[[hent ar Groaz]]
*[[hent-houarn]]
*hent-meur
*hent-tizh
*hent-treuz
*[[hent-troad]]
*[[karrhent]] (hent-karr)
*[[kroashent]]
 
==Sellet ivez ouzh ==
274

modifications