Styks : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Reizhañ etrewiki
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
'''Stiks''' a oa un [[nimfenn]], [[merc'h]] da [[Okean]] ha [[Tetis]] e mojennoù [[Hellaz]] kozh. Anv ur stêr eus an [[Ifernioù]] e oa ivez.
 
==Stiks, nimfenn==
Orgediñ outi a reas an Titan [[Pallas (Titan)|Pallas]], mab [[Krios]]. Gantañ he doe pevar bugel: [[Zelos]] (an Treflamm), [[Kratos]] (ar Galloud), [[Bia]] (an Nerzh) ha [[Nike]] (an Trec'h).
 
===Ar vojenn===
D'ar mare ma rankas [[Zeus]] brezeliañ ouzh an [[Titaned|Ditaned]] e tegouezhas da gentañ, gant he bugale, da skoazellañ mestr an doueed. Evit he zrugarekaat e reas anezhi liamm sakr promesaoù an doueed : ne oa ket gwashoc'h kastiz eget an hini roet d'an dud a dorre o fromesa pa veze touet en hec'h anv. Leoù Zeus e-unan n'hallent ket bout torret.
 
Linenn 10 ⟶ 11:
Mestrez ur feunteun en [[Arkadia]] e oa ivez. Redek a rae an dour anezhi d'ober ur wazh a yae en ur frailh a gase d'an [[Ifernioù]], hag eno e teue da vezañ ur stêr ledan, stêr veur an Ifernioù, ar Stiks.
 
Evit ma vije trec'h an [[haroz]] [[Akilles]] en emgann atav e voe glebiet gant e vamm [[Tetis]] e dour ar stêr Stiks. Nemet derc'hel ar babig dre e [[seul]] a rae ar vamm, ha dre aze eo e voe lazhet.
 
Abalamour da se eo ar Stiks an hini eo stêr an dud varv ivez.
 
{{Commons|Category:Styx}}