Sparta (kêr) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D r2.7.1) (Robot ouzhpennet: zh-classical:古斯巴達
Linenn 12:
Adalek neuze e klaskas Sparta derc'hel ar Peloponnesos d'an nebeutañ met [[Thebai]] a ziskaras e vestroni war an [[hiloted]]. Dieubet e oa [[Messena]] ivez evit gwanaat anezhi. [[Emgann Mantinea]], e [[-362]], a roas he zu da sparta da sevel he c'hein o tistrujañ hegemoniezh thebai met ne badas ket pell. Kregiñ a reas [[rouantelezh Makedonia|Makedonia]] da gemer perzh e stourmoù ar c'heodedoù gresian d'ar c'houlz-se ha kaset e voe Sparta d'ar memes renk hag ar re all gant [[Fulup II (Makedonia)|Fulup II]] a zeuas da vezañ o mestr dezho-holl.
 
En III{{dee}} kantved kent J.-K., an diaesterioù degaset gant e reizhiad sokio-politikel ha gant digresk e boblañs ''homoioi'' a zegasas adreizhadennoù zo en he bonreizh. Kevrediñ a ra gant Roma a-enep [[Kevre Etolia]]. Ret eo dezhi ivez stourm a-enep ar [[Kevre akean|C'hevre akean]]. En diwezh ez eo lonket evel ar c'heodedoù all gant an [[Impalaeriezh roman]] e [[-146]]. Rivinet e voe Sparta da viken gant an aloubadegoù bras.
 
== Rouanez Sparta ==