Myanmar : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D r2.7.1) (Robot kemmet: ta:மியான்மர்
Gwellaat ar c'hinnig
Linenn 43:
| '''Kod war ar Genrouedad'''||.mm
|}
'''Myanmar''' (pe '''Birmania'''), anv leun '''Republik Unaniezh Myanmar''', a zo ur vro eus reter [[Azia]], bevennet gant [[Sina]] er biz, [[Laos]] ha [[Tailand]] er reter, gant [[Bangladesh]] hag [[India]] er gwalarn, hagha [[Mor Andaman]] ha [[pleg-mor Bengal]] er c’hornôg. Kêr-benn ar vro e oa [[Yangon]] (anvet ''Rangoon'' gwechall), a-raok bezañ dilec'hiet en ur gêr nevez anvet [[Naypyidaw]].
 
=== Anv ar vro ===
'''Myanmar''' (pe '''Birmania'''), anv leun '''Republik Unaniezh Myanmar''', a zo ur vro eus reter [[Azia]], bevennet gant [[Sina]] er biz, [[Laos]] ha [[Tailand]] er reter, gant [[Bangladesh]] hag [[India]] er gwalarn, hag [[Mor Andaman]] ha [[pleg-mor Bengal]] er c’hornôg. Kêr-benn ar vro e oa [[Yangon]] (anvet ''Rangoon'' gwechall), a-raok bezañ dilec'hiet en ur gêr nevez anvet [[Naypyidaw]].
 
=== Anv ar vro ===
E [[burmeg|yezh ar vro]] e reer gant ar gerioù ''Myanma'' pe ''Bama''. ''Myanma'' eo ar stumm lennek evit anv ar vro, tra m’eo ''Bama'' ar stumm komzet, ar stumm pemdeziek. Disheñvel-mat eo ar yezh komzet diouzh ar yezh skrivet eno, evel ma c’hell c’hoarvezout e broioù all ivez. A-gozh eo anavezet ar stummoù ''"Myanma"'' ha ''"Bama"''. Ar stumm ''Bama'' moarvat en deus roet ar stummoù a zo bet implijet gant an drevadennerien, e portugaleg (Birmânia), saozneg (Burma), hag e yezhoù all c’hoazh. An eil pe egile eus ar stummoù-se ne dalvezont evit gwir nemet da envel bro an dud a gomz ar yezh pennañ (''[[burmeg]]'' pe ''birmaneg''). Hini ebet anezho ne dalvez evit ar vro a-bezh, ur vro a zo enni hiziv e-leizh a vinorelezhioù broadel, bet staget ouzh rouantelezh kozh "Myanma'' / "Bama" gant an drevadennerien saoz.
E 1989 e tivizas ar gouarnamant (anvet ''Kuzul da adsevel an urzh'') e tlee ar yezhoù all ober gant ar stumm birmanek lennek ''Myanma'' evit envel ar vro. An anv ofisiel e yezh ar vro a oa dija ''Myanma'' ha ne cheñche ket. Evit an anv saoznek e oa ret cheñch eus ''Burma'' da v-''Myanmar''. Kinniget e oa bet skrivañ un R e dibenn ar ger evit ma vefe distaget hir ar vogalenn ziwezhañ gant ar saoznegerien. War an taol ne oa ket bet degemeret mat ar c’hemm-se en anv saoznek abalamour ma ne oa ket demokratel ar gouarnamant : an darn vrasañ eus an demokrated, a zo enebourien d’ar gouarnamant, a zalc’h d’ober gant ar stumm ''Burma'' pa gomzont saozneg ha gant gerioù kar e yezhoù all<ref>Sellit ouzh lec'hiennoù saoznek [http://www.dassk.org Aung San Suu Kyi], ar strollad [http://www.nldla.net/ National League for Democracy] pe [http://www.ncgub.net/ The National Coalition Government of the Union of Burma]</ref>. Tammig-ha-tammig, koulskoude, eo deuet ar stumm ''Myanmar'' da vezañ implijet muioc’h-mui er bed saoznek, daoust ma talc’her d’ober gant ''Burmese'' evit envel an annezidi. En [[Aozadur ar Broadoù Unanet]] e reer, e saozneg, gant an anvadur ''Myanmar''. Gouarnamantoù ar [[Rouantelezh Unanet]] hag ar [[Stadoù Unanet]] avat a zalc’h d’ober gant ar stumm ''Burma''. Goude ar bed saoznek eo bet degemeret ar stumm ''Myanmar'' (pe ''Myanma'') e broioù all hag e yezhoù all, e-kichen ar stumm a veze implijet eno diagent (ur stumm heñvel ouzh ar brezhoneg Birmania).
 
=== Istor ===
Ur rouantelezh dizalc’h e voe Birmania etre ar [[XVIvet kantved|XVIvet]] hag an {{XIXvet kantved}}. Goude meur a vrezel gant ar Saozon etre [[1824]] ha [[1886]] e voe staget Birmania ouzh impalaeriezh ar [[Rouantelezh Unanet]] ha dont a reas da vezañ ul lodenn eus [[Indez]]. E-pad an [[Eil Brezel-Bed]] e voe aloubet ar vro gant armeoù [[Japan]], skoazellet gant brogarourien a felle dezho en em zizober eus yev Breizh-Veur.