Amon : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Luckas-bot (kaozeal | degasadennoù)
D r2.7.1) (Robot ouzhpennet: hy:Ամոն
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 7:
|}
 
Unan'''Amon''' zo unan eus doueed pennañ an Henegiptiz[[Henegipt]]iz eohag Amoneus mitologiezh ar [[berbered|Verbered]]<ref>H. Basset, « Les influences puniques chez les Berbères », e ''Revue Africaine'', Nnn 62, 1921, pp. 367-368</ref>. Talvezout a ra eo anv "''Imen"'' kement hag « An hini kuzhet » pe « An hini n'haller ket anavezout ». Kement-se a dalvez n'haller ket anavezout e furm wirion abalamour m'en em ziskouez dindan stummoù a bep seurt. Graet e vez anezhañ ''Imen achâ renou'', "Amon e anvioù niverus"<ref>Cf. Ruth Schumann Antelme & Stéphane Rossini, p. 25</ref>. Gant e bried Amemet ez eo unan eus doueed [[eizhad]]<!-- l'Ogdoade--> [[Hermopolis]].
 
Dindan stumm ar c'houblad Amon-Ra e teuas da vezañ kreiz ar reizhiad teologiezh kempleshañ eus [[Henegipt]]. <!--Whilst remaining [[hypostasis (philosophy)|hypostatic]],--> Amon a oa ar pep pennañ hag ar pezh a oa kuzhet, e-skoaz [[Ra]] a oa an doue diskuliet. Un doue krouer<!--"par excellence"-->, e oa. Kampion ar re baour e oa ivez hag ur roll a-bouez en devoa en deoliezh hiniennel. Krouet e voe Amon gantañ e-unan, hep tad na mamm<!--, hag e-pad an [[Nevezimpalaeriezh]] e teuas da vezañ ar brasañ skouer doue [[trehont (relijion)|trehontel]] e [[doueoniezh]] Henegipt. He was not considered to be [[immanent]] within creation nor was creation seen as an extension of himself. Amon-Ra did not physically engender the [[universe]]-->. E roll evel roue an doueed a vrasaas kement ma tostaas ar relijion d'an [[undoueegezh]] hag an doueed all a zeuas da vezañ stummoù anezhañ. Asambles gant [[Osiris]] ez eo Amon-Ra an doue eus Henegipt zo meneget ar muiañ<ref name="Vincent Arieh Tobin p20">Vincent Arieh Tobin, Oxford Guide: ''The Essential Guide to Egyptian Mythology'', Edited by Donald B. Redford, p. 20, Berkley books, ISBN 0-425-19096-x</ref>. Azeulet e vez ivez er broioù tost da Henegipt [[Henlibia]] ha [[Nubia]].
 
== Mitologiezh ==
Dindan stumm ur waz<ref>[[Gwaz Egipt]].</ref>, unan eus e loened sakr, e tozvas ar vi kentañ a zinodas ar vuhez dioutañ. Dindan neuz un naer e sperias ar vi kosmek stummet en dourioù kentañ. Meneget eo gant testennoù ar piramidennoù e-touez an doueed a wareze ar [[faraon]] marv hag, er [[krennimpalaeriezh|Grennimpalaeriezh]] e kemeras ar c'hentañ plas e bro [[Teba (Egipt)|Teba]], ma kemeras lec'h [[Montou]] a-benn ar fin. Doueoniourien Teba a roas dezhañ ur pried nevez, [[Mout]], hag ur mab, [[C'honsou]], doue al Loar, bodet o zri e [[Triadenn Teba]].
 
 
== Taolennadurioù ==
Evel m'en diskouez e anv (« An hini kuzhet »), n'haller ket taolenniñ anezhañ. Abalamour da se e veze livet gant neuz ar [[faraon]], met gantañ ur [[pschent|gurunenn]] gant un doare boned en e benn, div bluñvenn sonn peg outañ hag e groc'hen livet e glas-glizin<ref>Liv bolz an oabl eo ar glas. Liv al [[maen-pers]] eo ivez, ur maen-sakr evit Henegiptiz.</ref>. Livet e vez gant ur c'hroc'hen gell, pe du a-wezhioùigoù, hag abalamour da se e vez hevelebaket ouzh [[Min (doue) |Min]], doue [[Koptos]].
 
E arouezioù eo gwaz Egipt<ref>''Alopochen aegyptiaca''</ref> (henegipteg ''smn''), abalamour da zistagadur damheñvel an daou anv moarvat, hag ar [[maout]]<ref>''Ovis longipes aegyptiaca''</ref> (henegipteg ''šft''). Dirak e dempl e [[Karnak]] e weler un aleziad [[sfiñs]]où dezhe korfoù leoned ha pennoù meot, arouezioù e c'halloudegezh da engehentañ.
 
== Azeulerezh ==
[[restr:Amun and Mut.svg|thumb|Amon hag an doueez [[Mout]]]]
 
Doue lec'hel [[Teba (Egipt) |Teba]] e oa da gentañ. Goude ma erruas an [[XIvet tierniezh Henegipt|XI{{vet}} tierniezh]], a orin eus ar gêr-se, e penn ar vro, [[Amenemhat]] (« ''Imen'' zo dirak ») peurgetket, ur faraon eus an [[XIIvet tierniezh Henegipt|{{XII{{vet}} tierniezh]], e teuio da vezañ roue an doueed, « aotrou tronoù ar vro zoubl ».
 
Da vare an {{XII{{vet}} tierniezh e teuas Amon da vezañ doue arouezius Henegipt. Unvaner ar vro en deus roet an trec'h da [[Ahmôsis Iañ|Ahmôsis]] war an alouberien [[Hiksos]]. Unanet e oa neuze da [[Rê]], doue an heol e [[Heliopolis (Egipt) |Heliopolis]], ha dont a reas da vezañ an doue kosmek [[Amon-Rê]], « an hini peurbadus, aotrou [[Karnak]], krouer eus ar pezh zo anezhañ, mestr pep tra, diazezet en un doare padus e pep tra<ref>Enskrivadur [[Thoutmôsis III]] e Karnak (Sethe 1932-1961, p. 164)</ref> ». Lenn a reer ivez « Daoublegañ a ra an doueed e-harz e dreid evel chas pa anavezont bezañs o aotrou »<ref>Meulgan da Amon eus Kaero, [[XVIIvet tierniezh Henegipt|XVIII{{vet}} tierniezh]] (Harari et Lambert 2002, p. 15)</ref>.
 
Hevelebekaet eo ivez ouzh [[Min (doue) |Min]], doue [[Koptos]] dindan an anv [[Amon-Min]], doue ar strujusted. gant [[Mout]] ha [[C'honsou]] ez a d'ober un driadenn azeulet e [[Karnak]]. Gant [[Rê]] ha [[Ptah]] ez a d'ober strollad tri doue bras Henegipt.
 
E-kichen an Amon roueel-se, diziraezus d'ar pep brasañ eus an dud, ez eus ur stumm al eus an doue Amon gwelet evel un doue tostoc'h hag a selaou ar re baour, ar re glañv hag ar maouezed dougerez gant evezh. Gallout a reont tostaat outañ e-pad ar gouelioù relijiel bras evel [[gouel Opet]] ma tremene prosesion bigi sakr [[Triadenn Teba]] (Amon, Mout ha c'honsou) eus [[Karnak]] da [[Templ Louksor|Louksor]].
 
E-doug an [[Kronologiezh Henc'hres|oadvezh arkaek]] gresian an hini e oa hevelebekaet Amon ouzh an doue gresian [[Zeus]]. Annezidi [[Kyrene|Kirene]] eo a vrudas anezhañ er bed gresian dindan an anv [[Ammon-Zeus]] ([[henc'hresianeg]] Ἄμμων ''Ammon'', hag Ἅμμων ''Hammon''). Santual e orakl en [[Siwa (oaziz) |oaziz Siwa]] a oa an trede e ment goude hini [[Delfi]] (gouestlet da [[Apollon]]) ha [[Dodone]] (gouestlet da [[Zeus]]). [[Aleksandr Veur]] a lakaas embann eno e oa mab [[Ammon-Zeus]] e [[-331]].
 
 
== Levrlennadur ==
* Kurt Heinrich Sethe, ''Urkunden des ägyptischen Altertums'', levrenn IV, "Urkunden der 18. Dynastie", Leipzig, 1932-1961
* Ruth Schumann Antelme, Stéphane Rossini, ''Nétèr - Dieux d'Égypte''
* Roland Harari, Gilles Lambert, ''Dictionnaire des dieux et des mythes égyptiens'', Le Grand Livre du Mois, 2002, isbn=2-7028-7781-8
 
 
Linenn 19 ⟶ 48:
|}
-->
== Notennoù ==
 
<references/>
 
{{henegipt}}