Amon : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 16:
 
== Taolennadurioù ==
Evel m'en diskouez e anv (« An hini kuzhet »), n'haller ket taolenniñ anezhañ. Abalamour da se e veze livet gant neuz ar [[faraon]], met gantañ ur [[pschent|gurunenn]] gant un doare boned en e benn, div bluñvenn sonn peg outañ hag e groc'hen livet e glas-glizin<ref>Liv bolz an oabl eo ar glas. Liv alar [[maen-pers]] eo ivez, ur maen-sakr evit Henegiptiz.</ref>. Livet e vez gant ur c'hroc'hen gell, pe du a-wezhioùigoù, hag abalamour da se e vez hevelebaket ouzh [[Min (doue) |Min]], doue [[Koptos]].
 
E arouezioù eo gwaz Egipt<ref>''Alopochen aegyptiaca''</ref> (henegipteg ''smn''), abalamour da zistagadur damheñvel an daou anv moarvat, hag ar [[maout]]<ref>''Ovis longipes aegyptiaca''</ref> (henegipteg ''šft''). Dirak e dempl e [[Karnak]] e weler un aleziad [[sfiñs]]où dezhe korfoù leoned ha pennoù meot, arouezioù e c'halloudegezh da engehentañ.
Linenn 23:
[[restr:Amun and Mut.svg|thumb|Amon hag an doueez [[Mout]]]]
 
Doue lec'hel [[Teba (Egipt) |Teba]] e oa da gentañ. Goude ma erruas an [[XIvet tierniezh Henegipt|XI{{vet}} tierniezh]], a orin eus ar gêr-se, e penn ar vro, [[Amenemhat]] (« ''Imen'' zo dirak ») peurgetket, ur faraon eus an [[XIIvet tierniezh Henegipt|{{XII{{vet}} tierniezh]], e teuio da vezañ roue an doueed, « aotrou tronoù ar vro zoubl ».
 
Da vare an {{XII{{vet}} tierniezh e teuas Amon da vezañ doue arouezius Henegipt. Unvaner ar vro ene deusoa ha roet en deus an trec'h da [[Ahmôsis Iañ|Ahmôsis]] war an alouberien [[Hiksos]]. Unanet e oa neuze da [[Rê]], doue an heol e [[Heliopolis (Egipt) |Heliopolis]], ha dont a reas da vezañ an doue kosmek [[Amon-Rê]], « an hini peurbadus, aotrou [[Karnak]], krouer eus ar pezh zo anezhañ, mestr pep tra, diazezet en un doare padus e pep tra<ref>Enskrivadur [[Thoutmôsis III]] e Karnak (Sethe 1932-1961, p. 164)</ref> ». Lenn a reer ivez « Daoublegañ a ra an doueed e-harz e dreid evel chas pa anavezont bezañs o aotrou »<ref>Meulgan da Amon eus Kaero, [[XVIIvet tierniezh Henegipt|XVIII{{vet}} tierniezh]] (Harari et Lambert 2002, p. 15)</ref>.
 
Hevelebekaet eo ivez ouzh [[Min (doue) |Min]], doue [[Koptos]] dindan an anv [[Amon-Min]], doue ar strujusted. gant [[Mout]] ha [[C'honsou]] ez a d'ober un driadenn azeulet e [[Karnak]]. Gant [[Rê]] ha [[Ptah]] ez a d'ober strollad tri doue bras Henegipt.
 
E-kichen an Amon roueel-se, diziraezus d'ar pep brasañ eus an dud, ez eus ur stumm alall eus an doue Amon gwelet evel un doue tostoc'h hag a selaouselaoue ar re baour, ar re glañv hag ar maouezed dougerez gant evezh. Gallout a reont tostaat outañ e-pad ar gouelioù relijiel bras evel [[gouel Opet]] ma' z tremeneae prosesion bigi sakr [[Triadenn Teba]] (Amon, Mout ha c'honsou) eus [[Karnak]] da [[Templ Louksor|Louksor]].
 
E-doug an [[Kronologiezh Henc'hres|oadvezh arkaek]] gresian an hini e oa hevelebekaet Amon ouzh an doue gresian [[Zeus]]. Annezidi [[Kyrene|Kirene]] eo a vrudas anezhañ er bed gresian dindan an anv [[Ammon-Zeus]] ([[henc'hresianeg]] Ἄμμων ''Ammon'', hag Ἅμμων ''Hammon''). Santual e orakl en [[Siwa (oaziz) |oaziz Siwa]] a oa an trede e ment er bed hellenadek goude hini [[Delfi]] (gouestlet da [[Apollon]]) ha [[Dodone]] (gouestlet da [[Zeus]]). [[Aleksandr Veur]] a lakaas embann eno e oa mab [[Ammon-Zeus]] e [[-331]].