Ferdinand Iañ an Impalaeriezh Santel : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 9:
 
== E vuhez ==
Mab e oa da [[Fulup Iañ Kastilha]] ha da [[Juana de Castilla]], rouanez [[Spagn]], ha [[breur]] e oa da [[Karl V, impalaer santel|Karl V]]. Kemer a reas, war-lerc'h e vreur henañ, kurunennoù Aostria, Stiria, Hungaria, ha re all c'hoazh, a oa peadra an Habsbourged, ha goude, pa voe en em dennet Karl, e voe lakaet e penn an [[Impalaeriezh santel roman german]]. Eñ an hini a grogo lignez Habsbourged Aostria, pe Habsbourged Vienna.
 
Roue Bohemia ha Hungaria e teuas da vout en [[1526]], war-lerc'h marv ar roue [[Loeiz II Hungaria]], e vreur-kaer, ha dilennet e voe da [[Roue ar Romaned]] en [[1531]], ha diwezhatoc'h e voe anvet da Impalaer pa guitaas e vreur Karl ar galloud e [[1556]]. Nac'h a reas ar pab [[Paol IV]] e anavezout evel impalaer an [[Impalaeriezh Santel Roman German]] dre ma ne oa ket bet goulennet ali ar Sez-Santel nag evit e zilennidigezh nag evit dilez Karl V. Nac'h a eure Ferdinant e oa ezhomm eus an asant-se ha diwar neuze ne voe ket goulennet asant ar pab ken gant an impalaerien santel. Sioul ha peoc'hus e voe e ren ha klask a reas lakaat katoliked ha protestanted d'en em glevout.