Hominidae : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 19:
 
[[Image:Hominidae.PNG|none|frame|Gwezenn lignez a ziskouez an ''Hominoidae'' : an dud (genus ''[[Homo (genus)|Homo]]''), chimpanzeed ha bonoboed (genus ''[[Chimpanzee|Pan]]''), gorilhed (genus ''[[Gorilla]]''), orangoutaned (genus ''[[Orangoutan|Pongo]]''), ha gibboned (pevar genad eus kerentiad an ''[[Hylobatidae]]'' : ''[[Hylobates]]'', ''[[Hoolock]]'', ''[[Nomascus]]'', ha ''[[Symphalangus]]''). An holl anezhe, war-bouez ar gibboned, zo ''Hominidae''.]]
 
== Gwarez ==
E [[2006]], ar pep brasañ eus ar spesadoù marmouzed meur, nemet an dud, zo spesadoù e dañjer. Ouzhpenn ar chase evit o c'hig ha da zastum arouezioù-trec'h, pe d'o ezporzhiañ, emañ ar marmouzed meur e dañjer abalamour da zistruj o [[ekoreizhiad|metouier naturel]] ([[forêt tropicale|koadoù an trovanoù]] peurgetket). [[Programm ar Broadoù-Unanet evit an endro]] hag an [[UNESCO]] o deus roet lañs e [[2001]] d'ar ''Great Apes Survival Project'' da wareziñ ar spesadoù-se gant skoazell ar poblañsoù lec'hel.
 
Cheñchet en deus ar rendael diwar-benn gwirioù ar marmouzed meur e fin an XX{{vet}} kantved. Daou enklasker amerikan, [[Peter Singer]] ha [[Paola Cavalieri]], o deus embannet un « disklêriadenn diwar-benn ar marmouzien meur antropoidek » e 1993 a c'houlenn en o anv ar gwir da vevañ, gwarez ar frankiz hiniennel ha difenn ar jahinerezh. [[Zeland-Nevez]] eo ar vro gentañ he deus he degemeret e 1999 gant ul lezenn a anavez an tri gwir diazez-se. Emañ [[Bro-Spagn]] war-nes sevel un hevelep lezenn<ref>''[[Le Figaro]]'' Sciences, 18 mai 2007, « Les Droits de l'homme pour 2 chimpanzés »</ref>. Lod eus ar skiantourien a gav abeg en anavezadur-mañ abalamour ma krou ''de facto'' ur skeuliad talvoudegezhioù eus al loened<ref>''[[Le Temps (quotidien suisse)|Le Temps]]'', Société, « Le chimpanzé, un homme comme un autre ? »</ref>.
 
 
 
 
== Notennoù ==