Hominidae : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 19:
 
[[Image:Hominidae.PNG|none|frame|Gwezenn lignez a ziskouez an ''Hominoidae'' : an dud (genus ''[[Homo (genus)|Homo]]''), chimpanzeed ha bonoboed (genus ''[[Chimpanzee|Pan]]''), gorilhed (genus ''[[Gorilla]]''), orangoutaned (genus ''[[Orangoutan|Pongo]]''), ha gibboned (pevar genad eus kerentiad an ''[[Hylobatidae]]'' : ''[[Hylobates]]'', ''[[Hoolock]]'', ''[[Nomascus]]'', ha ''[[Symphalangus]]''). An holl anezhe, war-bouez ar gibboned, zo ''Hominidae''.]]
 
== Perzhioù ==
=== Korfadurezh ===
[[skeudenn:Primatenskelett-drawing.jpg|thumb|Relegoù den ha gorilh]]
Pouezañ a ra an ''Hominidae'' en oad gour etre 50 ha 250 kg peurliesañ. Bras eo o ment ha kreñv eo o c'higennoù. Diorroet-mat eo o izili uhelañ abalamour ma implijent anezhe er penn-kentañ da zilec'hiañ diwar-bouez o divrec'h er gwez. Koulskoude ne vez ket implijet an doare-se da zilec'hiañ gant an dud hag ar gorilhed.
 
Daoudroadek eo ar bale daoust ma ne bad ket, nemet evit spesadoù ar genad [[Homo]]. Marmouzed meur Afrika ne valeont ket nemeur (un nebeud metradoù hepken) hag implijout a reont kentoc'h un doare bale [[pevarzroadegezh|pevarzroadek]] ispisial zo anvet « bale war an oeñsoù » (ar ''c'h-knuckle-walking'' e saozneg). An doare ober-se zo ur perzh emdroet, nevesoc'h evit an [[daoudroadegezh]] zo ur perzh hendadel. Ouzhpenn ar ''c'hnuckle-walking'' n'en deus mann da welet gant ar pevarzroadegezh klasel, peogwir ez eo serret an daou zorn harp ouzh al leur. Stekiñ a ra an daouarn ouzh al leur gant an tu diavaez eta (gant an oeñsoù) ha n'eo ket gant [[palv]] an dorn evel ar [[palvgerzher]]ien.
 
Gouest eo an holl da grapat, nemet ar [[gorilhed]] en oad gour, dreist-holl ar valed vras anvet « keinoù arc'hantet » zo re vras o fouez evit krapat er gwez. Koulskoude ez eo gouest ar gorilhed yaouankañ da bignat er gwez.
 
[[prognathisme|prognathe]] eo o dremm hag o [[empenn]] zo diorroet-kenañ, e-keñver ar [[primat]]ed all.
 
=== Capacités cognitives ===
Abalamour d'o barregezhioù [[kognitiv]] bras ha dre ma'z int tost d'an [[homo|dud]] e vez studiet gant aked ar marmouzed meur a vremañ e [[primatologiezh]] hag en [[etologiezh kognitiv]].
 
O ferzh pennañ eo o [[emzalc'h]] [[sokial]] kemplezh-kenañ gant etregweredoù stank-kenañ etre hiniennoù ur memes strollad. Gouest eo o dremm da ziskouez o [[from]]où hag an holl zo barrek da gehentiñ en un doare efedus ha, gant un deskadurezh azas, da zeskiñ ur [[yezh]] diazez ha d'ober gant [[meizad]]où [[difetisded (psikologiezh)|difetis]]s<ref>Picq, P. et Coppens, Y. (dir.), 2001, ''Aux origines de l'humanité'', vol. 2, ''Le propre de l'homme'', Paris, Fayard {{ISBN|2-213-60370-7}}</ref>. Emañ ivez an ''Hominidae'' e-touez al loened ral o deus skiant anezhe o-unan (en em anavezout a reont en ur melezour, er c'hontrol d'ar [[kazh|c'hizhier]] da skouer)<ref>Gallup GG Jr, [http://www.sciencemag.org/cgi/content/abstract/167/3914/86 ''Chimpanzees: self-recognition''], ''Science'' 1970;167:86–87.</ref>.
 
=== Boued ===
Disheñvel eo boued an ''Hominidae'' diouzh ar spesadoù. Gallout a reont bezañ [[hollzebrer]]ien hag a zebr frouezh, greun geotennek ha kig a zeu eus [[divellkeineg]]ed (evel ar [[merien-gwenn]] tapet gant ar [[chimpanze]]ed) ha [[mellkeineg]]ed bihan (en o zouez marmouzed bihanoc'h, evel ar [[kolobouz|c'holobouzed]] a vez chaseet gant ar chimpanzeed). Geotdebrerien hepken eo ar gorilhed hag an orang-outaned avat.
 
 
== Gwarez ==