Maria Letizia Ramolino : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Luckas-bot (kaozeal | degasadennoù)
D r2.7.1) (Robot ouzhpennet: ca:Maria Letizia Ramolino
D r2.7.2) (Robot ouzhpennet: lmo:Maria Letizia Ramolino; Kemm dister
Linenn 1:
[[ImageRestr:Robert Lefèvre 001.jpg|thumb|right|250px|''Letizia Bonaparte he sae lez dindani''<br /> <small>Livadur gant [[Robert Lefèvre]] (1813)</small>.]]
 
'''Maria Letizia Ramolino''' a oa ur vaouez eus Korsika ganet d'ar [[24 a viz Eost]] [[1750]]. [[Merc'h]] e oa da [[Jean-Jérome Ramolino]] ha da [[Angela Maria Pietra-Santa]] .
Linenn 10:
 
 
== Gwaz ha bugale ==
Dimeziñ a eure da [[Carlo Maria Buonaparte]].
Lidet e voe an eured d'an [[2 a viz Mezheven]] [[1764]], pa oa 14 vloaz, ha 13 bugel a voe.
Setu int:
*# Napoleone Buonaparte ([[1764]] - [[17 a viz Eost]] [[1765]])
*# Maria Anna Buonaparte ([[3 a viz Genver]] [[1767]] - [[1 a viz Genver]] [[1768]]).
*# [[Giuseppe Buonaparte]] ([[7 a viz Genver]] [[1768]] - [[28 a viz Gouhere]] [[1844]])
*# [[Napoleone Buonaparte]] ([[15 a viz Eost]] [[1769]] - [[5 a viz Mae]] [[1821]]). An anv-se a voe roet dezhañ diwar-lerc'h hini e vreur henañ, marvet trumm .
*# Maria Anna Buonaparte ([[1770]]). Ganet marv. Anvet diwar-lerc'h he c'hoar marvet trumm.
*# Maria Anna Buonaparte ([[14 a viz Gouhere]] - [[23 a viz Du]] [[1771 ]] ). Anvet diwar-lerc'h he div c'hoar marvet trumm.
*# Ur bugel ganet-marv.
*# [[Luciano Buonaparte]] (21 a viz Mae [[1775]] - 29 a viz Mezheven [[1840]])
*# [[Elisa Buonaparte]] (Maria Anna Elisa Bonaparte Bacciochi)(13 a viz Genver [[1777]] - 7 a viz Eost [[1820]])
*# [[Luigi Buonaparte]] (2 a viz Gwengolo [[1778]] - 25 a viz Gouhere[[1844]])
*# [[Maria Paoletta Buonaparte]] (20 a viz Here [[1780]] - 9 a viz Mezheven [[1825]])
*# [[Maria Annunziata Carolina Buonaparte]] (24 a viz Meurzh [[1782]] - 18 a viz Mae [[1839]]). Dimezet da [[Joachim Murat]].
*# [[Girolamo Buonaparte]] (15 a viz Du [[1784]] - 24 a viz Mezheven [[1860]])
 
== E Bro-C'hall hag en Italia ==
Pa varvas he gwaz en [[1785]] e rankas bevañ er baourentez.
Met gwellaet e voe stad an tiegezh pan eas hec'h eil mab [[Napoleone]] war vicher an armoù.
E [[1793]] e rankas kuitaat [[Korsika]] a oa en em savet a-enep Bro-C'hall, da vont da v-[[Marseille]]. D'ar c'houlz-se eo e kustumas sellout berr.
 
Ne oa ket evit en em glevout gant [[Joséphine de Beauharnais]] a zimezas gant ar jeneral [[Bonaparte]] en [[1796]].
Kontrol d'ar pezh a weler e taolenn [[Jacques-Louis David|David]] n'eas ket da gurunidigezh he mab en [[1804]] dre ma ne oa ket a-du gantañ na diwar-bouez e eured na diwar-bouez e gurunidigezh.
 
Koulskoude e voe anvet, dre un dekred d'an [[23 a viz Meurzh]] [[1805]], da v-[[Meurded Impalaerel]] hag Itron Mamm. Bevañ a rae pell diouzh al lez, e kastell [[Pont-sur-Seine]], profet dezhi gant he mab, diskenn a rae en Hôtel de Brienne pa c'hoarveze dezhi donet da b-[[Paris]].
[[Galleg]] ne gomze ket,ha biskoazh ne zeskas.
 
Devot e oa, goulenn gwarez ar pab a reas pa voe ret mont d'an harlu, ha mont a reas da chom da [[Roma]], d'ar palez Falconieri gant he hanter-breur ar c'hardinal [[Joseph Fesch]], ha goude d'ar palez Rinuccini. Eno eo e klevas keloù eus marv [[Napoléon Bonaparte]] d'ar [[5 a viz Mae]] [[1821]] hag eno eo e varvas d'an [[2 a viz C'hwevrer]] [[1836]]. E [[Corneto]] e voe beziet, met degaset e voe he c'horf da [[Aiacciu]] e [[1851]], ha neuze d'ar Chapel impalaerel en [[1860]] wat urzh he mab-bihan [[Napoleon III]].
 
[[Rummad: Tiegezh Buonaparte]]
 
[[ca:Maria Letizia Ramolino]]
Linenn 55:
[[ksh:Laetitia Ramolino]]
[[la:Laetitia Ramolino]]
[[lmo:Maria Letizia Ramolino]]
[[nl:Maria Laetitia Ramolino]]
[[no:Letizia Ramolino]]