Mithridates Eupator : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn nevez : thumb|250px|Skeudenn eus ar roue Mithridates VI gant neuz [[Herakles. Marmor, prantad an Impalaeriezh roman (1añ kantved goude J.-K.)]] [[R...
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 29 Her 2011 da 12:32

Mithridates VI pe Mithridates Eupator (da lâret eo an hini en deus un tad nobl) pe Mithridates Veur (Megas) a ao ganet war-dro 132 a-raok J.-K. ha mervel a reas e 63 a-raok J.-K.. Roue rouantelezh Pontos hag Armenia-Vihanañ e oa, e norzh Anatolia (Turkia hiziv), eus 120 a-raok J.-K. da 63 a-raok J.-K. Brudet eo Mithridates evel unan eus enebourien dañjerusañ Republik Roma hag evel unan eus ar re a reas ar muiañ berzh. Brezeliañ a reas a-enep tri eus brasañ jeneraled eus diwezh Republik Roma e-pad Brezelioù Mithridates: Lucius Cornelius Sulla, Lucullus ha Pompeius. Mab e oa da Vithridates V Evergetos, roue Pontos, a oa bet kevredad Roma e-pad trede brezel Kartada. Orin an anv "Mithridates" zo latin. Mithradates (Μιθραδάτης) a oa skrivet war enskrivadurioù ha pezhioù moneiz ar roue, eus an henberseg Mithradatha, "donezon eus Mithra".

Skeudenn eus ar roue Mithridates VI gant neuz Herakles. Marmor, prantad an Impalaeriezh roman (1añ kantved goude J.-K.)
Kartenn eus rouantelezh Pontos, a-raok ren Mithridates VI (mouk teñval), goude e aloubadegoù (mouk), hag an douaroù gounezet goude kentañ brezel Mithridaes (roz).

Les débuts

Mithridates a oa bet ganet war-dro 132 a-raok J.-K. e Sinope. Muntret e voe e dad, moarvat war urzhioù e vamm, Laodike VI, war-dro 120 a-raok J.-K.. Heuliet e voe ar marv-se gant ur c'hevezherez kriz en-dro d'ar roue yaouank en doa aon evit e vuhez hag a repuas er chase hag er studi (Komz a rae, a-hervez, 22 pe 25 yezh). Reiñ a ra c'hoant an aergelcc'h-sedezhañ da anavout ar binimoù hag an enepkontammoù a veze implijjet en un doare peurvat ha da zont da vezañ dic'hloazus ouzh o efed. Hervez ar vojenn e vefe deuet a-benn da vezañ dic'hloazus dre forzh kemer polifrennoù kontamm en un doare ingal.


Ar roue alouber

 
Pontos war-dro -100

Kemer a reas ar galloud e 111 a-raok J.-K. o lakaat e vamm hag e vreur Mithridate C'hrestos (an hini olevet) e prizon. Aloubiñ a reas Bosforos Kimmeria e 107 a-raok J.-K. ha didronañ roue Kappadokia, Ariobarzane, e 94 a-raok J.-K. gant harp Tigranes II, roue Armenia. Goude se e rann Paflagonia gant Nikomedes IV Philopator, roue Bitinia e 94 a-raok J.-K. a-raok argas hemañ ha kemer e rouantelezh e 88 a-raok J.-K..

Ar Romaned a lakaas Ariobarzane Ier de Cappadoce war e dron en-dro e -92. Tarzhañ a reas ar brezel neuze (kentañ brezel Mithridates). E 88 kent J.-C., goude bezañ kemeret Bithynia, Mithridates a antreas e keoded Efezos ha sevel a reas holl C'hresianed Azia a-enep ar Romaned. Urzh a roas da lazhañ ar Romaned a veve en Azia-Vihanañ, hag e vije bet war-dro 80000 den lazhet. Goude se e tremenas e Bro-C'hres ma voe degemeret e letanant Arc'helaos evel un dieubaer.

Patrom:Link FA