Mithridates Eupator : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 16:
Ar [[Henroma|Romaned]] a lakaas [[Ariobarzane Ier de Cappadoce]] war e dron en-dro e -92. Tarzhañ a reas ar brezel neuze ([[brezelioù Mithridates|kentañ brezel Mithridates]]). E [[-88|88 kent J.-K.]], goude bezañ kemeret Bithynia, Mithridates a antreas e keoded [[Efezos]] ha sevel a reas holl C'hresianed Azia a-enep ar Romaned. Urzh a roas da lazhañ ar Romaned a veve en [[Azia-Vihanañ]], hag e vije bet war-dro 80000 den lazhet. Goude se e tremenas e Bro-C'hres ma voe degemeret e letanant Arc'helaos evel un dieubaer.
 
 
[[Restr:PonticKingdom.png|thumb|250px|Kartenn eus rouantelezh Pontos, a-raok ren Mithridates VI (mouk teñval), goude e aloubadegoù (mouk), hag an douaroù gounezet goude kentañ brezel Mithridaes (roz).]]
 
== Ar brezelioù a-enep ar Romaned ==
[[Restr:PonticKingdom.png|thumb|250px|Kartenn eus rouantelezh Pontos, a-raok ren Mithridates VI (mouk teñval), goude e aloubadegoù (mouk), hag an douaroù gounezet goude kentañ brezel Mithridaes (roz).]]
 
Gorrekaet e oa kilstourm ar Romaed gant ar stourm kriz a rene etre [[Marius (Konsul)|Marius]] ha [[Lucius Cornelius Sulla|Silla]]. A-benn ar fin e oa kaset hemañ ziwezhañ a-enep Mithridates ha kemer a reas [[Aten]], goude ur seziz hir, e [[-86|86 kent J.-K.]], a-raok trec'hiñ Arc'helaos en [[Emgann C'haironeia (86 kent J.-K.)|C'haironeia ]] (86 kent J.-K.) ha goude en [[Emgann Orc'homenos|Orc'homenos]] ([[-85|85 kent J.-K.]]). Mithridates a sinas neuze [[peocc'h Dardanos]] (85 kent J.-K.) a redie anezhañ da zilezel e aloubadegoù hag e listri brezel met a anaveze anezhañ e penn e rouantelezh ha leze anezhañ frank d'ober ar pezh a felle dezhañ er [[Mor Du|Mor du]]. Ne dermas ket a-hend-al da argas ar Romaned pa glaske ar re-se en em gemer ouzh ar broioù a oa dindan e levezon ([[brezelioù Mithridates|Eil brezel Mithridates]]), evel [[Murena]], ul letenant da Silla e [[-82|82 kent J.-K.]]. Koulskoude, war-bouez an dra-se e chomas peoc'hus an darempredoù etre [[-85|85 kent J.-K.]] ha [[-74|74 kent J.-K.]].
 
E [[-74|74 kent J.-K.]] e varvas roue [[Bithynia|Bitinia]] [[NiKomedes IV]] ha lezel a reas e rouantelezh d'ar Romaned dre hêrezh. Mithridates a wel bezañs ar romaned stok ouzh e harzoù evel ur gourdrouz ha disklêriañ a ra ar brezel dezhe gant skoazell [[Tigranes II (Armenia)|Tigranes II]] ([[brezelioù Mithridates|Trede brezel Mithridates]]). Trec'hiñ a ra ar [[Konsul|c'honsul]] [[Marcus Aurelius Cotta|Cotta]] e [[C'halkedon]] ha lakaat seziz war [[Kizikos|Gizikos]] pa oa argaset eus Bitinia e-kichen Pontos gant un ergerzhadeg renet gant [[Lucullus]] ([[-72|72 kent J.-K.]]-[[-71|71 kent J.-K.]]). Faezhet e oa en [[Emgann Granikos (-70)|Granikos]], en [[Emgann Kizikos (-70)|Kizikos]], hag en [[Emgann Lemnos (-70)|Lemnos]]. Mont a reas Mithridate dindan dec'h betek [[Armenia]]. E-pad ur pennad e oa dic'houest an eil tu pe egile da vezañ gemer an tu-kreñv mes Lucullus a voe trec'h adarre e [[-69|69 kent J.-K.]] ha kemer a reas [[Tigranakert]]. A-drugarez da emsavadeg al [[lejion]]où roman a-enep o rener, e teuas Mithridates a-benn da gemer adarre [[Pontos|Rouantelezh Pontos]]. Faezhet e voe da vat gant [[Pompeius]] e [[-66|66 kent J.-K.]] e-kichen ar sêr [[Eufratez]] ha tec'het a reas da [[Krimea|Grimea]] en keoded [[Kerch|Pantikapaion]].
 
== fin ar roue Mithridates ==
[[restr:Mithridates VI of Pontus.jpg|thumb|right|Pezh moneiz arc'hant gant penn Mithridates VI]]
Mithridates a rankas talañ ouzh emsavadeg e vab henañ [[Farnakes II|Farnakes]], ha mervel a reas e 63. Hervez lod e vije bet kontellet gant ur brezelour kelt en e servij. Hervez tud all en dije klasket mervel diwar kontamm met evel m'en doa graet peadra da vezañ dic'hloazus gant ar c'hontammoù e c'houlennasdigant unan eus e goprsoudarded [[galated|galatat]] lazhañ anezhañ. Beziet e voe e Sinope, e geoded c'henidik.
Keñveriet e vez alies ouzh [[Hannibal Barca|Hannibal]] abalamour d'e gasoni evit Roma. C'hwitañ a reas avat en e esae da ziskar aotrouniezh ar Romaned en Azia hag e Bro-C'hres, abalamour ma oa barrekoc'h ha kreñvoc'h o arme hag abalamour da galite o jeneraled evel [[Silla]], [[Lucullus]] pe [[Pompeius]].