Verkingetorix : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 3:
[[Verkingetorix]], ganet war-dro -80 e bro an [[Arverned]], marvet d'ar [[26 a viz Gwengolo]] [[-46]] e [[Roma]], a oa mab g-Celtillos, penn pobl an Arverned.
 
Kemer a reas ar galloud e [[-52|52 kent JK]], pa savas un arme ha pa oa anvet roue e [[Gergovia]]. Sevel a reas buan ur c'hevredad gant meuriadoù all ha lakaet e voe e penn o armeoù kevredet<ref>''[[De Bello Gallico]]'', levrenn VII, pennad 75</ref> a renas e-kerzh brasañ emsavadeg [[Galia]] a-enep ar [[Republik Roma|galloud roman]]. Verkingetorix en em rentas d'ar romaned goude e goll en [[Emgann Alesia|Emgann Alesia]] e 52 kent J.-K., ha taolet e voe en un toull-bac'h e-pad pemp bloaz. E 46 e oa diskouezet e Roma e-pad trec'hlid [[Julius Caesar]] a-raok bezañ mouget en e vac'h. Verkingetorix zo anavezet dreist-holl dre skridoù e enebour Caesar : ''Commentarii de Bello Gallico''.
 
Verkingetorix zo unan eus ar c'hentañ renerien zo deuet a-benn da unaniñ ul lodenn vras eus pobloù Galia, gant donezonoù war dachenn ar brezel, a-enep unan eus brasañ strategourien e amzer, [[Julius Caesar]].