Diforc'hioù etre adstummoù "Mithridates Eupator"

Gorrekaet e oa kilstourm ar Romaned gant ar stourm kriz a rene etre [[Marius (Konsul)|Marius]] ha [[Lucius Cornelius Sulla|Silla]]. A-benn ar fin e oa kaset hemañ ziwezhañ a-enep Mithridates ha kemer a reas [[Aten]], goude ur seziz hir, e [[-86|86 kent J.-K.]], a-raok trec'hiñ Arc'helaos en [[Emgann C'haironeia (-86)|C'haironeia ]] (86 kent J.-K.) ha goude en [[Emgann Orc'homenos|Orc'homenos]] ([[-85|85 kent J.-K.]]). Mithridates a sinas neuze [[peoc'h Dardanos]] (85 kent J.-K.) a redie anezhañ da zilezel e aloubadegoù hag e listri brezel met a anaveze anezhañ e penn e rouantelezh ha leze anezhañ frank d'ober ar pezh a felle dezhañ er [[Mor Du|Mor du]]. Ne dermas ket a-hend-all da argas ar Romaned pa glaskas ar re-se en em gemer ouzh ar broioù a oa dindan e levezon ([[brezelioù Mithridates|Eil brezel Mithridates]]), evel [[Murena]], ul letanant da Silla e [[-82|82 kent J.-K.]]. Koulskoude, war-bouez an dra-se, e chomas peoc'hus an darempredoù etre [[-85|85 kent J.-K.]] ha [[-74|74 kent J.-K.]].
 
E [[-74|74 kent J.-K.]] avat e varvas roue [[Bithynia|Bitinia]], [[NiKomedesNikomedes IV]], ha lezel a reas e rouantelezh d'ar Romaned dre hêrezh. Mithridates a wele bezañs ar romaned stok ouzh e harzoù evel ur gourdrouz ha disklêriañ a reas ar brezel dezhe gant skoazell [[Tigranes II (Armenia)|Tigranes II]] ([[brezelioù Mithridates|Trede brezel Mithridates]]). Trec'hiñ a ra ar [[Konsul|c'honsul]] [[Marcus Aurelius Cotta|Cotta]] e [[C'halkedon]] ha lakaat seziz war [[Kizikos|Gizikos]] pa oa argaset eus Bitinia e-kichen Pontos gant un ergerzhadeg renet gant [[Lucullus]] ([[-72|72 kent J.-K.]]-[[-71|71 kent J.-K.]]). Faezhet e oa en [[Emgann Granikos (-70)|Granikos]], en [[Emgann Kizikos (-70)|Kizikos]], hag en [[Emgann Lemnos (-70)|Lemnos]]. Mont a reas Mithridates dindan dec'h neuze betek [[Armenia]]. E-pad ur pennad e voe dic'houest an eil tu pe egile da gemer an tu-kreñv mes Lucullus a voe trec'h adarre e [[-69|69 kent J.-K.]] ha kemer a reas [[Tigranakert]]. A-drugarez da emsavadeg al [[lejion]]où roman a-enep o rener, e teuas Mithridates a-benn da gemer adarre [[Pontos|Rouantelezh Pontos]]. Faezhet e voe da vat gant [[Pompeius]] e [[-66|66 kent J.-K.]] e-kichen ar stêr [[Eufratez]] ha tec'het a reas da [[Krimea|Grimea]] e keoded [[Kerch|Pantikapaion]].
 
== fin ar roue Mithridates ==
11 541

modification