Hamilcar Barca : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
'''Hamilcar Barca''' pe '''Hamilkar Barka''' (270 k J-K – 228k J-K), a oa ur jeneral anvet komandant armeoù [[Kartada]] e [[Sikilia]] e-pad ar [[Brezel punek kentañ]]. E penn tiegezh ar Varkided e oa. Tad [[Hannibal Barca|Hannibal]], [[Hasdrubal]] ha Magon e oa. Tad-kaer [[Hasdrubal gaer]] e oa ivez.
 
Boutin e oa an anv Hamilcar ([[fenikianeg|Puneg-fenikianeg]] ''ḥmlqrt'', "Breur Melqart") e-touez gwazed Kartada. An anv ''Brq'' (pe ''Baraq'') a dalveze "taol kurun" e yezh Kartada ha kevvatalkevatal eo eta d'an anv-gwan pe d'ar [[cognomen]] ''Keraunos'', boutin e-touez kommandanted c'hresian ar mare<ref>S. Lancel, Hannibal p.6</ref>. Kavet a reer gerioù tost en [[Arabegarabeg]] hag en [[Hebraeghebraeg]] gant ar memes ster.
 
Hamilcar a rene arme zouar ar Gartadaiz e Sikilia eus 247 da 241 kent J.-K. e-pad prantdadprantad diwezhañ ar C'hentañ brezel punek. Ren a reas ur [[gouvrezel]] efedus a-enep ar Romaned e Sikilia ha betek aodoù Italia.
E 247 kent J.-K., goude bezañ staliet e soudarded er menezioù e-kichen Panormus ([[Palermo]] hiziv) e kasas Hamilkar meur a argad ware Kornôg aodoù [[Italia]]. Rediet e voe ar Romaned da dennañ ar pep brasañ diouzh o arme e porzh [[Marsala|Lilybaeum]] (hiziv [[Marsala]]). Drouziwezh rummad listri Kartada e 241 k J.-K. a lakaas ar brezel da baouez. Goude an atroperezhioù peoc’h Kartada a voe rediet da zilezel [[Sikilia]] ha da baeañ digolloù bras-kenañ.
 
Goude faezhidigezh Kartada e tistroas Hamilcar en Afrika goude ma oa sinet ar peoc'h. Ne chome ket arc'hant a-walc'h ken gant ar Stad. Nac’hañ a reas Kartada, atizet gant enebourien ar jeneral, paeañ ar c'hoprsoudarded a oa dindan urzhioù Hamilkar e-pad brezel [[Sikilia]] kement ha ma oa bet prometet. En em sevel a rejont ha kalzig a sklaved libian a yeas d'o heul. Galvet e voe Hamilkar en-dro d'ar galloud. A-drugarez d'e levezon war ar c'hoprsoudarded hag ar pobloù afrikan tro-war-dro, ha d'e skiant evit ar strategiezh, a voustras buan an emsavadeg (-237).
 
Anvet komandant an arme e 237 k J.-K. e krogas aloubadeg [[Hispania]] da gavout arc'hant ha soudarded evit Kartada. Sonjal a rae dezhañ argadiñ Roma dre eno. Tremen reas 9 bloavezh o prientiñ meuriadoù aloubet reter ha Su Hispania hag o sevel un arme bras-kenañ a dalvezas d'e vab Hannibal e-pad an [[Eil brezel punek]].