Sofonisba : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Luckas-bot (kaozeal | degasadennoù)
D r2.7.1) (Robot ouzhpennet: pt:Sofonisba
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 7:
[[Merc'h]] e oa da [[Hasdrubal Gisco]], jeneral en arme Kartada. Da gentañ e oa bet prometet da Massinissa, roue [[Numidia]] ar reter ([[Massylian]]) , pa oa yaouankik. Met e [[-206|206 kent JK]] ez eas Massinissa a-du gant Roma. Neuze e klaskas Hasdrubal un emglev all gant [[Sifaks]], roue Numidia ar c'hornog ([[Masaeisylian]]), a oa bet e-tu ar Romaned a-raok. Dimeziñ a reas Sofonisba da skoulmañ an emglev etre renerien Kartada ha Numidia.
 
Pa voe trec'het [[Sifaks]] gant Massinissa, e [[-203|203]] hag ar Romaned unanet ec'h orgedas Massinissa outi hag e timezas dezhi. Kement-se ne blijas ket d'ar jeneral roman [[Scipio Africanus|Scipio]], a c'houlennas groñs ma vije roet ar briñsez dezhañ da gemer perzh en e [[trec'hlid|drec'hlid]] e [[Roma]]. Muioc'h a aon en doa Masinissa rak ar RomanaedRomaned eget a garantez ouzh e wreg nevez. Neuze ez eas d'he c'havout, e touas e kare anezhi, met n'halle ket, emezañ, he dieubiñ nag he diwall diouzh konnar ar Romaned. Neuze e c'houlennas diganti mervel evel ur gwir briñsez eus Kartada.<br />
Ha hi d'evañ ar c'hibad kontamm kinniget dezhi. Marteze ne vije ket bet na gwallet na boureviet, met un dizenor hag ur vezhekadenn e vije bet bezañ chadennet ha baleet dirak an engroez e Roma.
 
== Istorourien ==
Kontet eo bet istor Sofonisba , kaeraet a dra sur, gant meur a istorour.
* gant [[PolybiusPolibios]]
* gant [[Titus Livius]] en e '''''[[Ab Urbe Condita]]''''', Levrenn XXX 11-15,
* gant [[DiodorusDiodoros]] (27.7),
* gant [[AppianAppianus]] (Pun. 27-28),
* gant [[Cassius Dio]] (Zonaras 9.11).
* gant [[Ploutarc'hos]].