Eil brezel punek : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Kadwalan (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Kadwalan (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 4:
 
Kregiñ a reas ar brezel war intrudu Kartadaiz a felle dezhe '''leur revanche''' goude ar [[Brezel punek kentañ]].
Brudet eo c'hoazh jeneraled ar Brezel-se : [[Hannibal Barca]], eus tu Kartadaiz, a dreuzas gant e olifanted ar [[Pireneoù]], ar [[Ron]] hag an [[Alpoù]], da gas ar brezel en Italia. Meur a emgann a c'hounezas eno a-enep [[lejionLejion roman|lejionoù]] ar Romaned. Diouzh tu ar Romaned, [[Fabius Cunctator]] a viras ouzh an drouziwezh da c'hoarvezout, ha [[Scipio Africanus]] a gasas argadennoù en [[Hispania]], ha goude en Afrika. Hannibal ne zeuas ket a-benn da lakaat Roma da blegañ na d'he c'hemer dre ma n'en doa ket a ardivinkoù seziz a-hervez. Rediet e voe da zistreiñ da Gartada evit he difenn a-enep dilestradeg ar Romaned. Trec'het e oa erziwezh gant Scipio Africanus en [[Emgann Zama]].
 
Er c'hontrol eus ar Brezel punek kentañ a oa bet renet ha gounezet war vor dreist-holl e voe an Eil brezel punek un heuliad emgannoù war an douar gant bagadoù troadeien, marc'hegerien hag olifanted bras-kenañ evit ar mare-se. Ne voe implijetal listri hogos nemet da sikour an armeoù da veajiñ.