Yvon Gourmelon : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 4:
 
==Buhez==
Ganet e oa bet e [[Plougastell-Daoulaz]] e [[1946]] en un endro brezhonek. Gant e ziv vamm-gozh eo en deusdoa desket brezhoneg mat. Hervezañ e raent goap ouzh sioù ar "brezhoneg beleg" a veze klevet en iliz. Mont a reas d'ar skol da Blougastell, ha d'al lise da Vrest da c'houde. Eno eo bet studier war ar matematik ha war ar brezhoneg e Skol-Veur Breizh-Izel.
 
Mont a reas da gelenner war ar matematik e penn kentañ ar [[bloavezhioù 1970]]. Dimeziñ a reas da Agnes Helias, ur vrezhonegerez a-vihanik eus ar [[Bro-Vigoudenn|Vro-Vigoudenn]] ha mont a reas da [[Bulad-Pestivien|Vulad-Pestivien]] da chom. Eno o deus desavet o fevar mab. Bet eo bet kelenner war ar matematik hag ar brezhoneg e lise [[Gwengamp]].