Numidia : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 12:
en III{{e}} kantved kent J.-K. e oa rannet Afrika an Norzh e teir Stad poblet gant Berbered : hini ar [[Maoured]], hini [[Maoritania (Henamzer)|Maoritania]] a oa etre ar [[Meurvor atlantel]] hag ar [[Moulouia|stêr Mulucha]], hini ar ''[[Masaesyli]]'' er c'hreiz, eus ar stêr Mulucha betek ar stêr [[Rhummel|Amsaga]], renet gant ar roue [[Sifaks]], hag erziwezh, e reter [[Kartada]], rouantelezh ar ''[[Massyli]]'', etre ar stêr Ampsaga (Oued-el-Kebir) ha tiriadoù Kartada.
 
En em gannañ a reas ar ''Masaesyli'' hag ar ''Massylii'' e [[-203|203 kent J.-K.]] en [[Emgann ar c'hompezennoù bras]]) e diwezh an [[Eil brezel punek]]. Goude se e tegasas [[Massinissa]], penn ar ''Massyli'', ur skoazell a-bouez da drec'h [[Republik Roma]] war Gartada. Massinissa a zeuas a-benn neuze da unvaniñ Numidia a rene neuze holl an douaroù etre ar stêr Moulouia er c'hornôg ha [[Cyrenaica]] er reter. Dont a reas a-benn da viret emrenerezh e rouantelezh o tennañ e vad gant finesa eus an eneberezh etre Roma ha Kartada. Massinissa a lakas e penn pep proviñvs ur gouarnour hag e penn pep meuriad un « Amokrane » (ar penn meuriad). Eguzul, dek den ennañ, a eilas anezhañ gant efedusted en e bolitikerezh hag en e velestradur. E-touez an dek kuzulier e oa tri eus e vibien : [[Mikipsa]] a rae war-dro aferioù zo en e lec'h, Gulussa, karget da ren an armeoù ha Mastanabal e karg eus teñzor ar roue. Krouiñ a reas pezhioù moneiz ma weled e benn. Mervel a reas Massinissa e [[-148|148 kent J.-K.]].
 
 
 
==Rouaned==