Kartada : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Kadwalan (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Kadwalan (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Skeudenn:GolfoRuines Cartaginede Carthage.jpg|thumb|350px|right|Pleg-morDismantroù Kartadakouronkva [[Antoninus]], hag an daou veg-douar: Farina ha Bon - Skeudenneus digantar anmarevezh NASAroman]]
[[Skeudenn:RuinesHead deman Carthage Louvre AO3783.jpg|thumbthumbnail|Dismantroù120px|right|Penn kouronkvabarvek [[Antoninus]]un den e gwer, eusa arzo e mirdi al ''Louvre'', marevezhe romanPariz]]
[[Skeudenn:Head man Carthage Louvre AO3783.jpg|thumbnail|120px|left|Penn barvek un den e gwer, a zo e mirdi al ''Louvre'', e Pariz]]
 
'''Kartada'''<ref>E Geriadur brezhoneg-galleg R. Hemon, 1993, p 428 ; Geriadur galleg-brezhoneg R. Hemon ha R. Huon, 1974, p 400 ; F. Vallée, ''Grand dictionnaire français-breton'', Kartadha </ref> (diwar ar [[fenikianeg]] ''Qart-ḥadašt''<ref>''[http://books.google.ca/books?ei=hKY7Tb2bAdL2gAfPn7HCCA&ct=result&id=lrIiAQAAIAAJ&dq=carthage+%22hadsat%22&q=+%22hadsat%22#search_anchor Annales]'', 1908. p.253.</ref> a dalvez "Kêr nevez", da lâret eo ''[[Tir (kêr)||Tir]] nevez''<ref>[http://www.archaeology.ugent.be/carthage/history.php Carthage: new excavations in Mediterranean capital]</ref>) pe '''Kartago'''{{daveoù a vank}}, diwar al [[latin]] ''Carthago'', eo anv ur geoded dezhi 3000 bloaz e pleg-mor Tuniz. Savet e oa un drevadenn [[fenikianed|fenikian]] eus [[Tir (kêr)||Tir]] eno en [[Henamzer]]. Hiziv ez eo ur bannlev eus [[Tuniz]], kêr-benn [[Tunizia]], enni 20 715 annezad e 2004.
 
Ar c'hentañ sevenadur a vleunias er geoded hag en dachenn a oa dindan e levezon zo anvet sevenadur Kartada pe sevenadur punek. Dont a ra an anv-gwan punek eus an anv-gwan [[latin]] ''poenicus'' pe ''punicus'' a zeu eus ''Poenus'', an anv a roe ar Romaned d'an enebourien-se, abalamour ma oa bet diazezet Kartada gant Fenikianed (''Phoenices''). Edo kêr Kartada e reter Lenn Tuniz, en tu all da greiskêr Tuniz. Hervez an istorourien c'hresian e oa savet gant trevadennerien fenikian eus Tir renet gant ar rouanez Elisa a oa advadezet (rouanez Dido) en ''[[Aeneis]]'' [[Virgilius]]. Dont a reas da vezañ ur geoded vras pinvidik hag ur galloud bras eus kornôg ar [[Mor Kreizdouar|Mor kreizdouar]]. Keveziñ hag enebiñ a reas gant ar c'heodeoù gresian, [[Sirakuza]], ha diwezhatoc'h gant [[henroma| Roma]].
 
Aloubadeg Italia gant armeoù Kartada renet gant [[Hannibal Barca|Hannibal]] e-doug [[an [[Eil brezel punek]] a c'hourdrouzas amzer da zont Roma, dreist-holl goude [[Emgann Canna]]. Koulskoude ez eo Kartada a oa faezhet en diwezh hag en em gavout a reas he Stad en he gwanañ goude faezhidigezh Hannibal en [[Emgann Zama]] e 202 kent J.-K.. Goude an [[Trede brezel punek]] e oa distrujet ar geoded gant ar ar Romaned e 146 kent J.-K.. Koulskoude e oa adsavet gant ar Romaned hag e teuas da vezañ pedervet keoded vrasañ an [[Impalaeriezh roman]]. Diwezhatoc'h e voe kêr-benn rouantelezh berrbad ar [[Vandaled]]. Kemeret en-dro gant [[Impalaeriezh roman ar Reter]] e chomas unan eus ar c'heodedoù roman brasañ a-raok bezañ distrujet gant an [[Arabed]] e-pad an [[aloubadegoù muzulman]], e [[698]].
 
== Gerdarzh ==
Dont a ra hec'h anv eus ar [[Fenikianeg]] ''Qart-ḥadašt'' (diskrivadenn vrezhonekaet: ''Kart C'hadacht'') pe ''Qrthdst'', a dalvez ''Kêr nevez''. E [[gresianeg]] e lavarer Καρχηδών (''Karc'hēdōn''), [[etruskeg]] ''*Carθaza'', en [[arabeg]] قرطاج pe قرطاجة, ''Qarṭāj‎'', hag e [[latin]] ''Carthago''. E Berbereg ez eo anvet ⴽⴰⵔⵜⴰⵊⴻ ''Kartajen''.
 
==Topografiezh==
Savet e oa Kartada war ur beg-douar gant digoroù war ar mor en norzh hag er su. Al lec'h m'edo savet ar geoded a rae anezhi mestrez ar c'henwerzh etre kornôg ha reter ar Mor Kreizdouar. Holl ar bigi a dreuze ar mor a rank tremen etre [[Sikilia]] hag aod Afrika, e lec'h m'eo Kartada, alese he galloud hag he levezon vras.
 
[[File:Carthage, Tunisia EO-1.jpg||right|thumb|260px|Gwell eus al lec'h ma oa savet Kartada ([[Earth Observing-1|EO-1]]) ]]
Div vorlenn a oa savet e-barzh ar geoded, unan da zegemer morlu bras Kartadaiz, enni 220 lestr brezel, hag eben evit ar porzh kenwerzh. Diwallet e oa ar porzhioù gant pep a dour mogeriet.
 
Mogerioù-kreñv bras he doa ar geoded, dezhe 37 kilometr hed, hiroc'h evit kêrioù all eus an hevelep ment. Edo ar pep brasañ eus ar mogerioù en aod. Mestroni Kartada war vor a vire ouzh an enebourien a he zagañ diwar ar mor. Ar 4 pe 4,8 kilometr mogerioù-difenn a stanke ar strizh-douar er cc'honpog ha oa ledan-kenañ ha den ne zeuas da dremen a-dreuz dezhe.
 
Ur pikol [[nekropolenn]] he doa ar geoded, marc'hadoù, temploù, ur savadur evit ar sened, tourioù hag ur c'hoarivaha rannet e oa e peder zachenn annez. E-kreiz ar geoded dre vras edo ur wikadell uhel anvet ar Birsa.
 
Kartada a oa unan eus ar c'heodedoù brasañ eus ar bed [[prantad hellenadek|hellenadek]] (lod a soñj ne oa ken [[Aleksandria (Egipt)|Aleksandria]] a oa brasoc'h){{daveoù a vank}}.
 
 
== Savidigezh Kartada ==
Savet e voe ar geoded e [[-814|814 kent JK]] gant trevadennerien fenikian eus keoded [[Tir (Libankêr)|Tir]] a gasas gante doue o c'heoded orin : an doue [[Melkart]]. Hervez ar vojenn e vije bet savet ar geoded gant ar rouanez [[Dido]] (pe Elisa, pe Elisar) he doa tec'het he bro orin abalamour ma oa bet drouklazhet he gwaz gant he breur yaouankañ. Un niver a vojennoù zo bet miret deomp gant al lennegezhioù roman ha gresian.
 
E [[-509|509 kent JK]] e oa sinet ur skrid-emglev etre Kartada ha [[Henroma|Roma]] a ranne etrezo ar broioù a oa dindan o levezon pe e lec'h ma c'hallent ober kenwerzh. Diskouez a ra dimp e oa [[Sikilia]] ha [[Sardinia]] dindan beli Kartada dija.