Kartada : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 2:
[[Skeudenn:Head man Carthage Louvre AO3783.jpg|thumbnail|120px|right|Penn barvek un den e gwer, a zo e mirdi al ''Louvre'', e Pariz]]
 
'''Kartada'''<ref>E Geriadur brezhoneg-galleg R. Hemon, 1993, p 428 ; Geriadur galleg-brezhoneg R. Hemon ha R. Huon, 1974, p 400 ; F. Vallée, ''Grand dictionnaire français-breton'', Kartadha </ref> (diwar ar [[fenikianeg]] ''Qart-ḥadašt''<ref>''[http://books.google.ca/books?ei=hKY7Tb2bAdL2gAfPn7HCCA&ct=result&id=lrIiAQAAIAAJ&dq=carthage+%22hadsat%22&q=+%22hadsat%22#search_anchor Annales]'', 1908. p.253.</ref> a dalvez "Kêr nevez", da lâret eo ''[[Tir (kêr)||Tir]] nevez''<ref>[http://www.archaeology.ugent.be/carthage/history.php Carthage: new excavations in Mediterranean capital]</ref>) pe '''Kartago'''{{daveoù a vank}}, diwar al [[latin]] ''Carthago'', eo anv ur geoded dezhi 3000 bloaz e pleg-mor Tuniz. Savet e oa un drevadenn [[fenikianed|fenikian]] eus [[Tir (kêr)||Tir]] eno en [[Henamzer]]. Hiziv ez eo ur bannlev eus [[Tuniz]], kêr-benn [[Tunizia]], enni 20 715 annezad e 2004.
 
Ar c'hentañ sevenadur a vleunias er geoded hag en dachenn a oa dindan e levezon zo anvet sevenadur Kartada pe sevenadur punek. Dont a ra an anv-gwan punek eus an anv-gwan [[latin]] ''poenicus'' pe ''punicus'' a zeu eus ''Poenus'', an anv a roe ar Romaned d'an enebourien-se, abalamour ma oa bet diazezet Kartada gant Fenikianed (''Phoenices''). Edo kêr Kartada e reter Lenn Tuniz, en tu all da greiskêr Tuniz. Hervez an istorourien c'hresian e oa savet gant trevadennerien fenikian eus Tir renet gant ar rouanez Elisa a oa advadezet (rouanez Dido) en ''[[Aeneis]]'' [[Virgilius]]. Dont a reas da vezañ ur geoded vras pinvidik hag ur galloud bras eus kornôg ar [[Mor Kreizdouar|Mor kreizdouar]]. Keveziñ hag enebiñ a reas gant ar c'heodeoù gresian, [[Sirakuza]], ha diwezhatoc'h gant [[henroma| Roma]].
Linenn 22:
 
Kartada a oa unan eus ar c'heodedoù brasañ eus ar bed [[prantad hellenadek|hellenadek]] (lod a soñj ne oa ken [[Aleksandria (Egipt)|Aleksandria]] a oa brasoc'h){{daveoù a vank}}.
 
==Istor==
[[File:Carthage.gif|thumb|Kartenn eus ar geoded punek.]]
 
The historical study of Carthage is problematic. Abalamour ma oa distrujet he sevenadur hag he skridoù gant ar Romaned e fin an [[Trede brezel punek]] ne chom nemet nebeut a vammennoù kartadat war-eeun. Daoust ma'z eus un nebeud troididigezhioù kozh eus testennoù punek e gresianeg pe e latin, hag enskrivadurioù dizoloet war savadurioù pe monumantoù eus Norzh Afrika<ref>{{cite web
| last = Jongeling
| first = K.
| year = 2005
| url = http://website.leidenuniv.nl/~jongelingk/projects/neopunic-inscr/puninscr.html
| title = The Neo-Punic Inscriptions and Coin Legends
| publisher = University of Leiden
| accessdate = April 14, 2006
}}</ref>, ez eo istorourien [[henc'hres|c'hresian]] pe [[Henroma|roman]] zo ar memmennoù pennañ, en o zouez [[Titus Livius]], [[Polibios]], [[Appianus]], [[Cornelius Nepos]], [[Silius Italicus]], [[Ploutarc'hos]], [[Dio Cassius]], hag [[Herodotos]]. Ar skrivangerien-se ao izili eus pobloù a geveze, hag alies a vrezele, gant Kartada<ref>[http://www.questia.com/PM.qst?a=o&docId=9384201 Carthage by B. H. Warmington p11]</ref>. Keveziñ a rae ar c'heodedoù gresian ganti evit mestroni [[Sikilia]]<ref>[[Herodotos]], V2. 165–7</ref>, hag ar [[Republik roman|Romaned]] a stourmas e tri brezel a-enep Kartada<ref>[[Polibios]], ''Istor ar bed'' : 1.7–1.60</ref>. N'eo ket souezhus e vefe leun o skridoù a enebiezh ouzh Kartadaiz. Un nebeud skrivagnerien c'hresian o deus bet ur sell a-du war Gartada met kollet eo bet o oberennoù<ref>Warmington, B. H. ''Carthage'', p.11.</ref>.
 
== Savidigezh Kartada ==