Megara (kêr) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
'''Megara''' ([[henc'hresianeg]] τὰ Μέγαρα, ''tà Mégara'') a oa ur [[keoded c'hresian|geoded c'hresian]] eus Attika, kêr-benn Bro-Vegara. Edo e penn [[strizh-douar]] [[Korintos]], er reter, hanter hent etre [[Korintos]] hag [[Aten]]. anavezet e oa en deroù dindan an anv a '''Nisaia''' (Νίσαια, ''Nísaia''), diwar ar roue mojenn [[Nisos (Megara)|Nisos]].
 
Un tamm kent [[-500|500 kent J.-K.]] e teu da vezañ ezel eus [[kevredad Peloponnesos]] ha kemer a ra perzh er [[brezelioù medek]]. E diwezh ar brezelioù-se, Megariz, enebet ouzh Korintos abalamour da zizemglevioù a denn d'an harzoù etre an div geoded, a zilez o c'hevredidi eus Peloponnesos hag en em laka dindan gwarez [[Aten]] ([[-460|460 kent J.-K.]])<ref>[[Toukidides]] (I, 103).</ref>. Homañ a gas neuze soudarded a ward ar porzh e pleg-mor Korintos. Staget eo ar porzh all ouzh Megara gant ar Mogerioù Hir, savet e [[-459|459 kent J.-K.]]
 
==Notennoù==