Emgann Plataia : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
dic'hallekaat ar frazenn
Linenn 1:
Emgann bras diwezhañ ar [[Brezelioù medek]] eo '''Emgann Plataea''' ([[gresianeg]] Μάχη τῶν Πλαταιῶν, ''Machē tōn Plataiōn''). C'hoarvezout a reas e [[-479|479 kent J.-K.]] e-kichen keoded [[Plataea]] e [[Boiotia]] hagetre enebiñ a reasarme ur c'hevredad keodedoù eus Henc'hres, en o zouez [[Sparta]], [[Aten]], [[Korintos]] ha [[Megara]], hag ouzharme [[Impalaeriezh an Ac'haemenided|Impalaeriezh Persia]] a oa renet gant [[Kserses Iañ|Kserses I{{añ}}]].
 
Ar bloavezh a-raok e oa bet trec'h arme Persia, renet gant ar roue e-unan, en [[Termopiloù|emgann an Termopiloù]] hag en [[emgann Artemision]], hag aloubet en doa [[Tessalia]], [[Boiotia]] hag [[Attika]]. Koulskoude e oa bet trec'h listri ar C'hresianed d'o zro en [[Emgann Salamin]], en un doare dic'hortoz, ar pezh en doa miret ouzh ar Bersed da aloubiñ ar [[Peloponnesos]]. Kserses a oa en em dennet gant al lodenn vrasañ eus e arme ha lezet en doa ar jeneral [[Mardonios]] da echuiñ aloubadeg [[Henc'hres|Bro-C'hres]].