Emgann Plataia : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
dic'hallekaat ar frazenn
benel eo ar ger "arme"
Linenn 1:
Emgann bras diwezhañ ar [[Brezelioù medek]] eo '''Emgann Plataea''' ([[gresianeg]] Μάχη τῶν Πλαταιῶν, ''Machē tōn Plataiōn''). C'hoarvezout a reas e [[-479|479 kent J.-K.]] e-kichen keoded [[Plataea]] e [[Boiotia]] etre arme ur c'hevredad keodedoù eus Henc'hres, en o zouez [[Sparta]], [[Aten]], [[Korintos]] ha [[Megara]], hag arme [[Impalaeriezh an Ac'haemenided|Impalaeriezh Persia]] a oa renet gant [[Kserses Iañ|Kserses I{{añ}}]].
 
ArEr bloavezh a-raok e oa bet trec'h arme Persia, renet gant ar roue e-unan, en [[Termopiloù|emgannemgannoù an [[Termopiloù]] hag en [[emgann Artemision|Artemision]], hag aloubet enganti doa [[Tessalia]], [[Boiotia]] hag [[Attika]] da-heul. Koulskoude e oa bet trec'h listri ar C'hresianed d'o zro en [[Emgann Salamin]], en un doare dic'hortoz, ar pezh en doa miret ouzh ar Bersed da aloubiñ ar [[Peloponnesos]]. Kserses a oa en em dennet gant al lodenn vrasañ eus e arme ha lezet en doa ar jeneral [[Mardonios]] da echuiñ aloubadeg [[Henc'hres|Bro-C'hres]].
 
En hañv -479 o doa dastumet ar C'hresianed un arme vras (hervez ar pezh a veze graet d'ar mare-se) ha bale a rejont trema an norzh. Kilañ a reas ar Bersed e Boiotia ha sevel ur c'hreñvlec'h e-kichen Plataea. Nac'hañ a reas ar C'hresianed koulskoude mont war-raok en un dachenn ma c'halle ar Bersed tennañ splet eus o marc'hegerezh en un doare re aes. Chom a reas pep hini en e lec'h e-pad unnek devezh. Dre ma veze taget o linennoù pourveziñ gant ar Bersed, ar C'hresianed a gilas etrezek ul lec'h gwelloc'h gant dizurzh a-walc'h. Evel ma soñje dezhañ e oa ar C'hresianed a-greiz mont kuit e roas Mardonios an urzh d'e soudarded da vont war o lerc'h met ar C'hresianed (spartiaiz, Tegeaiz hag Ateniz dreist-holl) en em gannas en o enep ha lazhet e voe Mardonios. Lazhet e voe ivez ul lodenn vras eus arme ar Bersed a oa bac'het en o c'hamp. Distruj an arme-se hag hini an nemorant eus morlu an impalaeriezh en [[emgann Mikale]] a lakaas an aloubadeg da baouez. Ha pa vefe un trec'h bras, emgann Plataea n'en deus ket bet ar memes brud (memes d'ar mare-se) hag [[Emgann Marathon]] pe memes ha koll an [[Termopiloù]].