Monson : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
adwel
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Skeudenn:Bombay flooded street.jpg|thumb|left|300px|right|Glaveier ar monson e [[Mumbai]] e Eost 2005.]]
Ar '''monson''' a zo ur reizhiad [[avel]]ioù mareadek a gaver war [[ribl]]où [[Meurvor Indez]] ha e Su [[Azia]]. Kinniget eo bet ar ger [[arabeg]] ''mausim'' ([[mare-bloaz]]) evit orin ar ger. Evit gwir e vez implijet monson evit ar mare-bloaz pa zeu an avel da c'hwezhañ kreñv e Su [[Indez]] ha tro-war-dro dezho hag ivez evit ar [[glav]]eier puilh-kenañ a gouezh asambles gant an avel e-pad an hañv. Er goañv e c'hwezh an avel en tu all gant nebeutoc'h a c'hlaveier. Setu perak ez eus monson an [[hañv]] ha monson ar [[goañv]].
 
Implijet e vez ar ger monson evit [[kornôg]] Meurvor Indez pa 'z eus ur c'hemm gant [[roud-avel|roudoù-avel]] ma'z a an avel a-hed : 6 miz da [[Mervent|Vervent]] ha 6 da [[Biz (roud-avel)|Viz]].
Pa'z a an douar da dommañ muioc'h eget ar [[mor]] ez a an [[aer]] dommoc'h d'al laez ken e teu un [[aerwask izel]] a sach an avel diwar ar mor. Pa'z a an [[tolzenn]]où aer c'hleb a vez war ar mor da zilestrañ e kouezh glaveier diwar ar [[glizhennadur]] a zozeu wardiwar ar [[menez]]ioù freskoc'h.
Er c'hontrol e teu an douar da vezañ freskoc'h er goañv eget er mor ken e vez krouet un aerwask izel war ar mor hag un avel war e du. Ne vez ket avel ar monson goañv ken dalc'hus eget hini an hañv.