Diforc'hioù etre adstummoù "Gizah"

8 okted ouzhpennet ,  8 vloaz zo
== Bered-veur Gizah ==
[[Skeudenn:Giza pyramid complex (map).svg|right|thumb|250px|Taolenn eus strollad piramidennoù Gizah.]]
<small>Sellet ouzh ar pennad [[Bered-veur Gizah]]</small>
 
Emañ Bered-veur Gizah war ur bladenn, er [[gouelec'h]], 8 km diouzh kreiskêrkreiz-kêr ha 25 km diouzh [[Kaero]].
Eno emañ [[Piramidenn vras Gizah|Piramidenn C'houfou]] (Anavezet ivez evel ar "Biramidenn vras" ha "Piramidenn C'houfou"); [[Piramidenn C'hefren)]], un tamm bihanoc'h ; [[Piramidenn Menkaoura]] (pe Mikerinos), krenn a-walc'h he ment, asambles gant un niver a savadurioù bihanoc'h anvet "piramidennoù rouanez"; ha [[Sfiñs Gizah]].
 
Diwar an deir vrasañ, hini [[C'hefren]] hepken he deus miret ul lodenn eus he gwiskad orin e maen-raz<!-- limestone --> levnet, tost d'hec'h apex. Seblantout a ra brasoc'h ar biramidenn-se evit [[Piramidenn C'houfou|hini C'houfou]] zo en he c'hichen abalamour ma oa bet savet en ul lec'h uheloc'h, ha dre ma'z eo sershoc'h speurennoù ar savadur. E gwirionez ez eo bihanoc'h koulz e-keñver he ment hag he zolzennad.
 
Bered-Veur [[Gizah]] zo bet darempredet abaoe an [[Henamzer]] gant beajerien ha touristed, ha brudet e oa er [[Marevezh hellenadek]] pa oa lakaet ar Biramidenn vras war roll [[Seizh Marzh ar Bed|seizh marzh ar bed]] gant [[Antipater Sidon]]. Hiziv an deiz ez eo an hini nemetañ eus holl ar marzhoù-se a chom.
 
 
 
 
 
 
== Notennoù ==
43 616

modifications