Gwenn (santez) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
+ it
D r2.7.2) (Robot kemmet: it:Gwen Teirbron; Kemm dister
Linenn 3:
Meur a vojenn zo diwar he fenn, ha meur a vaouez a c’hellje bezañ bet, dezho an hevelep anv, evel ma c’hoarvez alies. Anavezet eo e [[Kembre]] gant an anv ''Gwen Tair Bron''. Eno e soñj da enklaskerien zo e c’hellfe bezañ bet un doueez vamm.
 
E [[Breizh]] eo anavezet da gentañ evel mamm sant Gwenole. Dimezet e vije bet da [[Fragan]], ur priñs eus Kembre eñ ivez, ha tec’hout a reas da [[Arvorig]] a-gevret gantañ. Dilestrañ a rejont war an aod, e-kichen genoù ar stêr [[Goued]], hag en em staliañ eno, el lec’h zo anvet bremañ [[Ploufragan]]. Un trede mab o devoe, goude daou vreur gevell : [[Gwezhenneg]], [[Jagu]] ha [[Gwenole]]. Hervez ar vojenn e oa teir bronn gant Gwenn, evit magañ he zri mab. Ur verc’h he devoe ivez goude, [[Klervi]].
 
Daoust ma reer ur santez anezhi, n’eus ket kalz ilizoù pe chapelioù dindan anv Gwenn e Breizh. En iliz-parrez [[Plian]], e Goueloù, hag e chapel Sant Weneg e [[Brieg]] e c'heller gwelout delwennoù eus santez Gwenn gant he zri mab.
 
Goude marv Fragan e vije dimezet Gwenn en-dro hag ur bugel all he dije bet, [[Kadvan]], a voe diskibl da Wenole ivez. Skrapet e voe Gwenn div wech gant morlaeron angl-ha-saoz eus [[Breizh-Veur]], met bep taol e teuas a-benn da dec’hout kuit ha da zistreiñ da Vreizh Vihan. War ziwezh he buhez en em dennas e [[Whitchurch Canonicorum]], er pezh zo bremañ [[Dorset]], e [[Bro-Saoz]]. Hag eno e vije chomet he relegoù.
Linenn 11:
D’an [[18 Here|18 a viz Here]] e vez lidet he gouel. Pedet e vez santez Gwenn... evit kaout bugale.
 
== Liammoù diavaez ==
* [http://www.earlybritishkingdoms.com/bios/gwentby.html Earlybritishkingdoms]
 
== Pennad kar ==
* [[gwenn]]
 
[[Rummad:Sent vrezhon]]
Linenn 22:
[[eo:Gwenn]]
[[fr:Sainte Gwenn]]
[[it:GwennGwen Teir BronnTeirbron]]
[[ru:Гвенн Тейрброн]]