Diforc'hioù etre adstummoù "Arzel Even"

11 okted ouzhpennet ,  9 bloaz zo
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D (Reizhañ liammoù diabarzh)
'''Arzel Even''' ([[1921]] - [[1971]]), pe, diouzh e anv gwirofisiel, '''Jean Raymond François Piette''', a oa ur yezhour barrek war an holl [[yezhoù keltiek]]. Meur a anv-pluenn en deus implijet en e skridoù kentañ : ''Natrovissus'', ''Gereint'', ''Artomagalos'', ''Idriss Gawr''.
 
Ganet e voe an hini zo anavezet dreist-holl dre e anv-pluenn Arzel Even e [[Lille]] e Flandrez Frañs, d’an [[3 C'hwevrer|3 a viz C'hwevrer]] [[1921]]. E dad a oa eus ar c’horn-hont hag e vamm a oa eus [[Breizh]]. Ober a reas e studi e [[Roazhon]] hag eno, pa oa studier, e teskas [[brezhoneg]]. E-pad an [[Eil brezel bed]] e voe embannet e skridoù brezhonek kentañ, war [[Galv]], [[Arvor]], [[Gwalarn]]. Goude an [[Eil brezel bed]], e [[1946]], e savas, gant Pêr[[Per Denez]], ar gelaouenn sevenadurel ''[[Kened (kelaouenn)|Kened]]'', a voe kendeuzet buan goude gant ''[[Tír na nÓg (kelaouenn)|Tír na nÓg]]'' ha gant ''[[Al Liamm]]''.
 
Dimeziñ a reas Arzel Even gant ur Gembreadez, Enid Mair Phillips, e [[1950]], ha mont a reas da Gembre da vevañ. Eno e kavas labour evel levraoueger da gentañ ha goude-se evel kelenner brezhoneg e skol-veur [[Aberystwyth]].
43 616

modifications