Basketball : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Luckas-bot (kaozeal | degasadennoù)
D r2.7.1) (Robot ouzhpennet: su:Bola Basket
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 18:
}}
[[Skeudenn:Basketball game.jpg|250px|thumb|Ur c'hrogad basketball e Stadoù Unanet Amerika. Klask a ra ar c'hoarier da vont 'barzh ar raketenn gant ar volotenn.]]
Ar '''basket-ballbasketball''' a zo ur sport a-stroll a vez c'hoariet 5 a-enep 5, gant ur volotenn ha c'hoariet 'vez gant an daouarn. Ar pal a zo lakaat muioc'h a boentoù eget ar skipailh all e paner ar re all. Lakaet e vez poentoù en ur lakaat ar volotenn da dremen e kelc'h ar paner hag a zo da 3,05 metrad eus al leur. Ar sport-se a deu eus Amerika. Kampion ar bed gourel a zo Bro-Spagn hag kampion ar bed gwregel a zo Aostralia.
 
== Istor ==
Linenn 28:
Diwezhatoc'h ez eus bet goulennet digantañ, gant Luther Hasley Gulick, ijinañ ur sport a vefe tu c'hoari en ur sal e-pad ar goañv. Kroget en deus da labourat war an dra-se e miz Kerzu 1891. Tapet en deus meur a vennozh diwar ar sportoù all en doa gwelet pe c'hoariet pa 'oa yaouank evel ''Duck on the Rock'' : diwallet 'veze un houad gant ur paotr ouzh ar vein a veze bannet gant ar re all. Ar c'hoari-se eo a roas ar mennozh dezhañ da ijinañ ar basket-ball. C'hoariet eo bet evit ar wech kentañ d'an 29 a viz Kerzu [[1891]] hag an disoc'h a oa eus 1 da 0.
 
=== Ar Basket-ballbasketball o vont war-raok ===
Kendalc'het en deus ar basket-ball da vont war-raok gant ar skol ''Young Men's Christian Association'' (YMCA) ha deuet eo da vezañ tamm-ha-tamm ur sport a veze er skolajoù, liseoù hag er skolioù-meur. A-raok ar c'hentañ Brezel-Bed e oa dija un tabut etre an ''Intercollegiate Athletic Association'' hag an ''Amateur Athletic Union'' evit bezañ mestr war ar reolennoù.
Linenn 36:
=== Ar basket-ball o c'hounit tachenn ===
 
Un tamm diwezhatoc'h eo en em ledet ar basket-ballbasketball 'maez an SUA hag ar c'h/Kanada, aet eo betek Europa. E 1932 eo bet krouet ar ''Fédération Internationale de Basket-ballBasketball Amateur'' gant Arc'hantina, Tchekoslovakia, Gresia, Italia, Letonnia, Portugal, Roumania ha Suis. E 1936 e erru ar basket-ball e c'hoarioù olimpek an hañv evit ar wech kentañ (gounezet eo bet gant an SUA). E 1950 ez eus bet kentañ kampionad ar bed e basket-ballbasketball (aet ar maout gant Arc'hantina) ha 3 bloaz goude eo bet krouet kampionad ar bed evit ar merc'hed (gounezet gant an SUA). Erruout 'ra ar basket-ball evit ar merc'hed e 1976 er c'hoarioù olimpek (aet ar maout gant an URSS).
 
Dre ma 'oa an FIBA ur c'hevre evit an amatourien, e tivizas, e 1989, an dud da laoskel ar re a-vicher da c'hoari ivez. Un tamm diwezhatoc'h e erruas an Dream Team (skipailh an huñvre) gant Michael Jordan ha Magic Johnson hag adalek bremañ e krogont da greñvañ mestroniñ Stadoù-Unanet er bed a-bezh. Met diwezhatoc'h ez eus bet kollet kalz a grogadoù ganto.
 
E [[1967]] ez eus nebeutoc'h-nebeutañ a dud o sellet ouzh ar basket-ballbasketball neuze e tivizas Busnel e vefe tu kaout daou estrañjour dre skipailh. Ar bloaz-se eo ivez e krogas an dud da vezañ paeet er c'hevreoù uhel.
 
Ma 'z eo bet anavezet kement-se ar basket-ballbasketball e Bro-C'hall eo a-drugarez da Pierre Dao, gourdoner ar skipailh gourel eus Bro-C'hall e 1975. Pierre Dao a adkasa, eus ur staj e Stadoù-Unanet, anaoudegezhioù war ar basket ha n'o doa ket ar C'hallaoued.
 
== Ar Basketball ==
Linenn 48:
=== An dafar ===
 
[[Skeudenn:Tachenn_basketball.jpeg|300px|thumb|An dachenn basket]]An aliesañ e vez c'hoariet basket-ballbasketball e salioù sport met tu 'zo c'hoari er-maez ivez (evit an dudi) anvet 'vez ar « streetball » (basket-ballbasketball a vez c'hoariet er straedoù).
 
An dachenn en deus stumm ur skouergorneg. Cheñch a ra he ment diouzh ar broioù : etre 22 ha 29 metrad hirder hag etre 13 ha 15 metrad ledander. E pep penn ez eus ur paner graet gant ur waregenn (pe ur walenn) lec'hiet da 3,05 metr diouzh an douar ha staget dindan ur roued digor en e greiz. Stag eo ar waregenn d'ar banell hirgarezek e-lec'h ma c'hell adlammat ar volotenn pa vez tennet.
Linenn 57:
 
Evit ar pezh a sell ouzh an dilhad, pep hini en deus ur gwisk gant un niverenn a za eus 4 betek 15. An daou skipailh o deus da gaout ul liv disheñvel evit gellet c'hoari.
 
 
=== Ar c'hoari ===
 
Evit c'hoari basket-ballbasketball ez eus ezhomm daou skipailh gant pemp den war an dachenn ha d'ar muiañ 5 pe 7 erlerc'hier. Pal ar c'hoari a zo lakaat muioc'h a boentoù eget ar skipailh all en ur lakaat « paneroù » hag en ur virout ouzh ar re all da lakaat poentoù. Padout a ra ur c'hrogad peder gwech dek minutenn e FIBA ha peder gwech daouzek minutenn e NBA. Cheñchet e vez kostez tagañ d'an hanter amzer. Paouezet 'vez ar padventer bewech pas vez c'hwitellet gant an tredeog. Da skouer pa vez graet ur fazi war ur c'hoarier, pe ma vez graet un addribl, pe un adkrog, pe ma vez lakaet ar volotenn 'maez an dachenn. War an dachenn ez eus 2 tredeog. Tu 'zo cheñch c'hoarier bep tro ma vez paouezet an amzer.
[[Skeudenn:Domarakast.jpg|thumb|Un etre-daou e Bro Iwerzhon]]
Ar c'hrogad a grog gant ar pezh a zo anvet un etre-daou. Evit-se ez a ur c'hoarier eus pep skipailh (an aliesañ an hini a lamm an uhelañ) dirak an hini all e linenn kreiz an dachenn en ur sellet ar baner e-lec'h ma rank lakaat ar vell evit lakaat poentoù. An tredeog a vann ar vell a-us dezho hag an daou c'hoarier-se a rank skeiñ ouzh ar vell evit ma vefe tapet gant unan eus o skipailh.
Linenn 78 ⟶ 77:
 
Ar skipailh hag a dag en deus eizh eilenn evit tremen al linenn kreiz. Ma peus tremenet anezhi ha ma 'z ez a-dreñv gant ar volotenn e ra un distro er zonenn. Da lavaret eo ur wech ma 'z eo tremenet ar volotenn e-biou al linenn greiz gant ar skipailh a dag, ne zeus ket tu mont en-dro eus an tu all. Pevar warn-ugent eilenn en deus ar skipailh a dag evit lakaat un tenn. Adkregiñ 'ra padventer ar pevar warn-ugent segondenn bepred pa 'vez touchet ar baner pe ar planken gant ar vell. N'ez eus ket urzh d'ar c'hoarierien hag a dag chom muioc'h eget teir eilenn e-barzh ar raketenn. Bez' ez eus pemp eilenn d'ar skipailh evit ober ur « wrimenn » (adlakaat ar vell war an dachenn pa vez bet c'hwitellet « er-maez » gant an tredeog). Pa 'vez paouezet e zribbl gant un den, bez en deus pemp eilenn evit ober ur basenn pe klask lakaat er baner. Pa vez merket ur paner, e vez roet en-dro ar volotenn a-dreñv al linenn foñs, gant ar skipailh en deus kemeret ur poent.
 
 
 
[[Skeudenn:bonjour.jpeg|250px]]
Linenn 93 ⟶ 90:
An daou askeller a zo e penn ar raketenn, sikour a reont ar c'haser. An daou anterieur a zo kentoc'h dindan ar paner.
 
== An difenn ==
 
An difenn a servij da harzañ ar skipailh enep da verkañ. Bez' ez eus meur a zoare evit difenn er basket-ballbasketball. N'int ket bet savet holl asambles (renket int diouzh ar mare m'int bet savet).
 
=== Difenn evel ul loen ===