Anv-bihan : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 4:
Disheñvel eo an anvioù-bihan diouzh an anvioù-familh dre ma vezont dibabet ha roet a-ratozh da bep hini kentoc'h evit o c'haout da [[hêrezh]].
 
Peurliesañ e vez implijet an anvioù-bihan e [[degouezh]]ioù anfurmel p'en em anavezer mat pa vez implijet an anvioù-familh kentoc'h e degouezhioù furmeloc'h. Ledan eo implij an anvioù-bihan er c'humuniezhioù klos evel kêriadennoù, kêrioù bihan, metoù micherel, kumuniezhoù tud- a-youl-vat ha tud yaouank. Ledanoc'h e vez implij an anvioù-bihan e broioù 'zo evel SUA p'o deus kroget an dud montda vont e darempred dre hanterouriezh un den all, da skouer.
 
Un implij ledanoc'h en deus an termen "anv-bihan" evit an termen strishoc'h e ster "[[anv-badez]]" liammet ouzh ar [[kristeniezh|gristeniezh]].
 
Hervez [[hengoun]] an darn vrasañ eus [[sevenadur]]ioù [[Europa|Kornôg Europa]] e vez lakaet an anv-bihan dirak an anv -familh hag abalamour da se e reer gant "kentanv" pe "raganv" aliesik ivez. Hervez boazioù sevenadurioù ha broioù all avat, en o zouez [[Hungaria]] en [[Europa]] hag an darn vrasañ eus broioù [[Azia]], e lakaer an anv-familh dirak an anv-bihan, evel da skouer e [[Japan]], e [[Sina]], e [[Korea]] hag e [[Viet-Nam]] da skouer.
 
==Gwelit ivez==