Karma (boudaegezh) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D Robot : O furmadiñ an ISBN
Linenn 4:
'''Karma''' ([[sañskriteg]], pe ''karman'', [[Pāli]]: ''Kamma'') a dalvez "ober". Kement tra a vefe graet, lâret, pe soñjet gant unan bennak zo ur ''c'harma''. Er [[Boudaegezh|voudaegezh]], ar ger ''karma'' a vez implijet evit an oberoù sevenet a-ratozh (sañskriteg ''[[cetanā]]'', Pali: ''cetana'')<ref>Harvey, ''Introduction to Buddhism'', p. 40</ref>. An Oberoù mat, ampart (pāli: "kusala") hag ar re fall, dizampart (Pāli: "akusala") a zegas un disoc'h (sañskriteg, Pali ''[[vipaka|vipāka]]'' pe ur frouezhenn (sañskriteg, Pali: ''phala''), pe er vuhez-mañ, pe en ur vuhez goude un adc'hanedigezh da zont<ref>''Journal of Buddhist Ethics:'' [http://www.buddhistethics.org/13/zse1-kasulis.pdf "Zen as a Social Ethics of Responsiveness"] ([[PDF]]), T. P. Kasulis, Ohio State University</ref>. Implijet e vez alies an daou c'her asambles (''vipākaphala''). Klask chom hep seveniñ oberoù n'int ket vertuzius ha seveniñ oberoù vertuzius zo anvet [[śīla]] (eus ar sañskriteg : "emzalc'h diouzh ar vuhezegezh"). ar c'harma eo an nerzh a laka da dreiñ rod kelc'hiad an adc'hanedigezhioù hep kontrol ebet (Sañskriteg, Pali [[Samsara (boudaegezh)|'' saṃsāra'']]) evit pep boud. En testennoù kentañ avat n'eo ket ar wikefre abegel nemetañ a levezon buhezioù ar boudoù santidik. Relijionoù indian all o deus ur sell disheñvel diwar-benn ar [[karma (relijion)|c'harma]].
 
Evel m'en disklêr ul lenneg : "damkaniezh voudaek an ober hag an disoc'h (''karmaphala'') zo anezhi diazez ar pep brasañ eus ar gelennadurezh voudaek, abalamour ma ro ur patrom kempoell eus mont en-dro ar bed hag e voudoù. Hennezh a ya d'e dro d'ober diazez displegadennoù ar voudaegezh diwar-benn an hent da heuliañ da vezañ dieubet diouzh ar bed hag e zisoc'h, an ''[[nirvāṇa]]''."<ref>''Early Buddhist Theories of Action and Result: A Study of Karmaphalasambandha, Candrakirti's Prasannapada, verses 17.1-20'' by Ulrich Timme Kragh. Arbeitskreis für tibetische und buddhistische Studien, Universität Wien: 2006. ISBN: 3902501030 pg 11</ref>
 
Er voudaegezh [[Theravada]] ne c'hall ket cheñch ar c'harma abalamour ma'z eur saveteet pe pardonet gant an doueed, abalamour ma'z eo ar c'harma un argerzh dibersonel a-grenn zo ul lodenn eus mont en-dro an hollved. Lod eus hengounioù ar [[Mahayana]] ne soñjont ket ar memes tra. Da skouer, testennoù eus darn eus ar [[Mahayana sutra]] (evel ''[[Sutra al Lotuzenn]]'', an ''[[Angulimaliya Sutra]]'' hag an ''[[Nirvana Sutra]]'') a zisklêr e c'haller en em zizober diouzh lodennoù bras eus ar c'harma fall dre forzh dibunañ o zestenn pe he selaou hepken. Skolioù zo eus ar voudaegezh ([[Vajrayana]] da skouer) a sell ouzh dibun [[mantra]]où evel un doare d'en em zizober diouzh ur c'harma fall resevet en ur vuhez kent<ref>Dr. Richard K. Payne (ed.), ''Tantric Buddhism in East Asia'', Wisdom Publications, Boston, 2006, p. 74</ref>. [[Genshin]], kelenner an [[Douar glan]] japanat, a gelenn en deus ar [[bouda Amida]] ar galloud da zistrujañ ar c'harma fall a zalc'hfe unan bennak er [[saṃsāra]] mod all<ref>Lopez, ''Story of Buddhism''. p. 239</ref><ref>Lopez, ''Buddhism''. p. 248</ref>.