Hervé Gouédard : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
un tamm adwel
Linenn 1:
'''Herve Gouedard''' en deus skrivet un toullad barzhonegoù ha danevelloù, ha troet danevelloù diwar an [[alamaneg]], oberennoù embannet e-barzh [[Alal Liamm]]. Ganet eo e [[1961]] e [[PloegPloheg]] ( Ploeuc/ Lié ) e [[Breizh-Uhel]], e-kreiz departamant [[Aodoù an Arvor]].
[[Restr:Hervé Gouédard.jpg|thumb|right|300px|Herve Gouedard nevez bet-vet e briz Langleiz gantañ]]
 
===E vugaleaj===
Tremenet en deus e vugaleaj war ar maez, hag ar galloeg[[gallaoueg]] eo a zo bet e yezh kentañ, kent dezhañ mont d'ar skol. E dud-kozh a oa labourerien-douar - un atant dister, ha tud paour a-walc'h. Gant-se en deus anavezet mat ar gevredigezh kouer a oa bev-mat c'hoazh d'ar mare-se e Breizh, hag a zo aet da get abaoe.
 
===Studioù===
Studiet en deus e [[Bro-Alamagn]], dreist-holl, war al [[lennegezh]] hag ar [[prederouriezh|brederouriezh]].
 
===Buhez Vicherelvicherel hag abaoe===
Bet eo o vevañ e Pariz, ugent vloaz-pad, e-lec'h ma oa o labourat war an dachenn sokial. Deuet eo en-dro da vevañ da [[Sant-Brieg]] seizh vloaz 'zo. Klañv e oa, divarrek da labourat, ha lakaet e oa bet "er-maez ar jeu" a-fed labour. Abaoe e ro kentelioù brezhoneg hag alamaneg e Sant-Brieg, e kevredigezhioù sevenadurel ar vro.
 
===Ar yezh===
Desket en deus brezhoneg d'an oad a dregont vloaz. Perak ? Bez' e oa e wreg a orin eus Loktudi, eer BroVro-Vigoudenn, hag an dro gentañ dezhañ d'en em gavout eno, en he familh, e oa bet souezhet o klevet tud o komz ar yezh-se, a oa dianav dezhañ, ha ne oa bet morse dedennet ganti betek neuze : troet e oa kentoc'h gant an alamaneg. Ur c'helenner dreist en deus bet, [[Alan Martel]] e anv, ha selaouet en deus kalz tud ar vro, er [[Bro-Vigoudenn|Vro-Vigoudenn]], evel-just, hogen ivez dreist-holl e [[Bro-Oueloù]] ha [[Bro-Dreger]], rak kalz a vrezhonegerien eus an takadoù-se a oa c'hoazh d'ar c'houlz-se e Sant-Brieg, deuet da labourat da Sant-Brieg e-tro ar bloavezhioù 501950/601960.
 
===Perak skrivañ ?===
Linenn 19 ⟶ 20:
Klask a ra ivez derc'hel da skrivañ danevelloù, met anzav a ra ne vez ket bepred kalz a startijenn gantañ. Lavarout a ra e vez gwall lezirek alies !... Koulskoude e c'heller lavarout ez eo deuet Hervé Gouédard da vezañ unan eus hon gwellañ skrivagnerien en amzer a-vremañ, daoust ma n'eo ket e oberenn eus ar puilhañ. E skridoù a vez labouret kalz, marteze emañ aze an digarez. Alies e vez diaes lakaat puilhentez ha madelezh da vont en-dro asambles !
 
Roet eo bet dezhañ [[Priz Langleiz|Priz Xavier de Langlais]] ha priz Sten Kidna e 2009 en abeg d'e levr danevelloù ''Liñvadenn Kastellaodren'', Embannadurioù Alal Liamm.
 
==Barzhonegoù==