Kamp-bac'h nazi : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
{{Loskaberzh}}
 
'''Konzentrationslager''' a vez graet en [[alamaneg]] eus [[kampoù-bac'h]].
An [[Trede Reich]] a savas '''kampoù-bac'h nazi''' en holl diriad a zalc'he. ''Konzentrationslager'' a vez graet en [[alamaneg]] eus [[kamp-bac'h]]. Ez-ofisiel e veze implijet ar verradenn ''KL'' (''ka el'') gant politikerien an [[Trede Reich]] [[naziegezh|nazi]]. Gant enebourien an nazied e veze lavaret ''KZ'' (''ka tset'') kentoc'h. Hervez an istorour [[Eugen Kogon]] eze eusoa bet degemeret gant paotred an [[SS]]ed ar stumm ''KZ'' (sañset "kaletoc'h" ha "kreñvoc'h") digant o aberzhidi.
 
Ar c'hentañ [[kampoù-bac'h]] [[nazi]] savet en [[Trede Reich]] a greskas buan adalek [[Tangwall ar Reichstag]] e 1933 betek fin an [[Eil Brezel-bed]]. O roll a oa spouronañ ha bac'hañ prizonidi bolitikel hag eneberien ar renad, ha tennañ splet eus o labour. Amprestet e voe an anv digant hini ar [[Kampoù-bac'h|c'hampoù-bac'h]] savet gant [[Breizh-Veur]] da vare an [[Brezel ar Boers|Eil brezel ar Voered]].
 
Etre 1939 ha 1942 e pevarc'hementas niver ar c'hampoù-bac'h nazi hag e tizhas an niver a 300 pe muioc'h<ref>United States Holocaust Memorial Museum: "Nazi Camp System" </ref>, a-vuzul ma veze bac'het labourerien-sklav eus Europa, [[Yuzevien]], prizonidi bolitikel, torfedourien, [[Heñvelrevelezh|heñvelreviaded]], Jipsianed, [[testoù Jehovah]], tud nammet o spered ha kement zo<ref>Sellet ouzh [[Tric'horn (kampoù bac'h)]] da welet ur roll klokoc'h eus an dud a c'halle bezañ kaset er c'hampoù-bac'h nazi. </ref>, hep prosez peurliesañ. Goude deroù an Eil Brezel-bed dreist-holl e kreskas kalz niver ar c'hampoù da vac'hañ rezistanted, Yuzevien hag eneberien eus Europa a-bezh, met ivez da vodañ un niver a sklaved e servij an industriezh. Divius e oa al labour, re skort e oa ar voued, ne veze ket prederiet ar re glañv, gwallgaset e veze ar brizonidi en un doare ingal hag uhel e oa ar feur mervel. Pep tra oa graet da zizenelaat ar brizonidi ha d'o c'has buan d'ar marv. Lakaet e vez kemm avat etre ar c'hampoù-bac'h (deskrivet er pennad-mañ) hag ar [[kampoù-diouennañ|c'hampoù-diouennañ]] a oa savet gant an Nazied da vuntrañ en un doare greantel annezidi ar [[Ghetto]]ioù ha prizonidi ar c'hampoù-bac'h.
 
 
 
 
==Gwelet ivez==
*[[Roll kampoù-bac’h an nazied]]
*[[Kampoù-diouennañ]]
 
 
== Notennoù ==
<references/>
 
[[Rummad:Naziegezh]]