Kamp-diouennañ : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Kampoù-diouennañ adkaset da Kamp-diouennañ: en unander
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 19:
Maen-diazez ar sistem e oa ar goanag a veze silet e speredoù an dud betek ar mare diwezhañ. Gant kej-mej ar goanag hag ar spont rak an nerzh kriz hag ar marv e oa trawalc’h da vougañ en den ar c’hoant da stourm ouzh ar vistri ganas, ha se zo kaoz e voe ken aes da sevenerien an [[diskoulm diwezhañ]] kas kement a dud d’ar marv dindan ken berr amzer. Devet e veze ar c’horfoù er fornioù pe douaret e fozioù bras-ec’hon tra ma veze dastumet o feadra, dilhad hag all, ha kaset en-dro da Alamagn gant an trenioù o devoa i degaset. Lorc’h a oa en ijinerien ar sistem gant an aozadur ha mont en-dro al labouradegoù-lazhañ-se. War un dro e lakaent o c’hrabanoù war gement tra a c’halle ar Reich ober e vad anezhañ: dilhad, blev, aour, lunedoù…
 
[[Restr:WW2-Holocaust-Poland.PNG|thumb|250px|Kartenn eus ar c'hampoù diouennañ]]
Er c’hampoù–diouennañ ma oa labourerien ivez ne veze ket lazhet kerkent ha degouezhet ar re greñvañ eus an dud. Gouzañv a rankent doareoù-bevañ spontus ar c’hampoù ma veze roet roll da gorvigell ha drougiezh o mistri. Buan e varve al lod vrasañ anezho gant al labour brevus, ar bazhadoù, an naonegezh, ar c’hleñvedoù, a-wechoù gant un tenn war-lerc’h an disterañ fazi, hep ankounac’haat an arnodoù ‘’skiantel’’ a veze graet warno. Ne veze ket hir ar goanag da vevañ, un toullad deizioù nemetken. Sklaved e vezent en ur sistem spontus o lakae da ziskenn izeloc’h eget loened ha da vezañ binvioù da zistruj o zud pe o fobl. Ar c’hampoù-labour dre heg savet e Pologn, pe e vijent kampoù diouennañ pe kampoù-bac’h evel hini [[Stutthof]] e-tal-kichen [[Gdansk]], a rank bezañ disheñvelekaet diouzh ar c’hampoù-bac’h savet a-raok ar brezel war zouar ar Reich. Rak n’o devoa ken karg nemet da lazhañ, abred pe diwezhatoc’hik, an dud a zegouezhe enno.