Urzh an Templ : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Luckas-bot (kaozeal | degasadennoù)
D r2.7.1) (Robot kemmet: simple:Knights Templar
Astenn
Linenn 1:
[[Restr:Templarsign.jpg|200px|right|thumb|Ur Siell eus Marc'heien an Templ, gant skeudenn vrudet daou varc'heg war ul loen-kezeg hepken, un arouez eus o faourentez. E latin hag e gregach emañ ar skrid, ''Sigillum Militum Xpisti:'' gant ur groaz da heul (da lavaret eo "Siell Soudarded ar C'hrist'').]]
'''Marc'heien Baour ar C'hrist ha Templ Salomon''' (e [[latin]]: ''Pauperes commilitones Christi Templique Solomonici''), anavezet gwelloc'h dre an anv '''Urzh an Templ''', ha '''Templourien''' pe '''Paotred an Templ''', pe c'hoazh '''Marc'heien an Templ''', a veze graet eus e izili, a oa un urzh relijiel ha soudardel bet savet d'an [[22 a viz Genver]] [[1129]] a-benn gwareziñ ha sikour ar birc'hirined a yae da [[Jeruzalem]] da vare [[Brezelioù ar Groaz]]. Padout a ray an urzh tost da zaou gantved a-raok bezañ divodet gant ar pab [[Klemañs V]] d’an [[13 a viz Meurzh]] [[1312]]. Pledet en doa kalz Urzh an Templ gant an arc'hant hag un aozadur kreñv a oa bet savet ganto a-dreuz ar broioù kristen gant ur rouedad lec'hioù anvet [[komandiri]]où, hag a oa un egin sistem [[bankerezh]] ha lec'hioù kreñv koulz en Europa hag en [[Douar Santel]].
 
==Diwezh an Urzh==
Liammet start e oa berzh mat an Demplourien ouzh Brezelioù ar Groaz. Pa oa bet kollet an Douar Santel ez eas brud vat an urzh war zisteraat. Brudoù a redas war lidoù kuzh degemer evit an izili nevez, ha roue ar Frañs, [[Fulup IV (Bro-C'hall)|Fulup IV]], a zlee arc'hant bras dezho, a gavas e dro hag a bouezas war ar Pab [[Klemañs V]] evit ma vije graet un dra bennak a-enep dezho. E [[1307]] e voe lakaet ar c'hrog war ur bern templourien e [[Bro-C'hall|Rouantelezh ar Frañs]], boureviet a-benn diskuliañ traoù gaou, ha barnet da vezañ devet ent-bev. E-pad bloavezhioù e talc'has start Fulup IV war ar Pab evit ma tivodfe hemañ an Urzh, ar pezh a reas a-benn ar fin er bloaz [[1312]].
 
 
{{Commons|Category:Knights Templar}}