Ar Merzher-Salaun : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Kadbzh (kaozeal | degasadennoù)
+ Titloù rannoù ha kempennig
Kadbzh (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 26:
== Istor ==
 
Ar barrez zo un [[trev|drev]] gozh da barrez [[Plouziri]]. Gouestlet e oa iliz an drev d'an Intron-Varia (''ecclesiae Beatae Mariae du Merzer'' e [[1363]], Intron-Varia ar Merzher e [[1428]]) <ref>Bernard Tanguy, ''Dictionnaire des noms de communes, paroisses et trèves du Finistère'', Douarnenez, 1990</ref>.
 
Dont a ra marteze e anv eus un darvoud a vefe c'hoarvezet enni d'ar 25 a viz Mezheven 874 : drouglazh ar roue [[Salaun (roue Breizh)|Salaun ]] en doa soñjet kaout repu en iliz (« Salaun a glaskas repu en iliz ur manati ma oa kemeret hag handeet gant ur gouezder bras-meurbet. Tennet e oa e zaoulagad gant kement a feulster ma varvas e-doug an noz »<ref>Alban Butler, Jean François Godescar, ''Vies des pères, martyrs et des autres principaux saints'', Volume 4, Lyon, F.Guyot, 1844</ref>). Lakaet e vije bet an iliz ''Ar Merzher'' e koun an darvoud-se abalamour ma oa bet disakret gant ar muntr-se<ref>Dom. F. Plaine, ''[http://gallica.bnf.fr/ark:/12148/bpt6k5809932s.image.hl.r=Carhaix.f63.langFR Saint Salomon, roi de Bretagne et martyr, 25 juin 874]'', éditeur Lafolye, Vannes</ref> . Tremen a reas hec'h anv d'ar vourc'h. Lakaet e voe ar roue da sant e [[910]] abalamour d'e verzherinti ha d'e vertuzioù (Emañ Sant Salaun e roll merzherien an Iliz katolik war lec'hienn ar Vatikan<ref>http://nominis.cef.fr/contenus/saint/10021/Saint-Salomon.html</ref>). Koulskoude n'eo ket asur e c'hoarvezas an darvoud-se eno. Un hengoun all a zisklêr e tegouezhas ar muntr e [[Plelann]] ([[Aodoù-an-Arvor]])<ref>M. de Mauny, ''Le pays de Léon. Bro Leon'', Mayenne, 1993</ref>.