Ruhr (takad) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 2:
[[Restr:Locator map RVR in Germany.svg|thumb|200px|right|Lec'hiañ ar Ruhr en Alamagn.]]
[[Restr:Ruhr area-map.png|400px|thumb|right|Kêrioù ar Ruhr.]]
Ar '''Ruhr''' (distaget: /ru:r/), pe resisoc'h '''takad ar Ruhr''', pe c'hoazh '''rannvro ar Ruhr''' ([[alamaneg]]: ''Ruhrgebiet'' — pe, er prezeg pemdez: ''Ruhrpott'', ''Kohlenpott'', ''Pott'' pe ''Revier'') a zo un takad poblet stank e [[Nordrhein-Westfalen]] ene kornaoueg [[Alamagn]]. Diwar anv ur stêr, ar [[Ruhr (stêr)|Ruhr]], un adstêr d’ar [[Roen]], eo bet anvet. Gant 4 435 km² ha 5.2 milion a dud (2009) ez eo an takad kêr brasañ eusen Alamagn. Kêrioù bras, kreñv an [[industriezh]] (greanterezh) enno gwechall, bevennet gant ar stêr-Ruhr er su, ar Roen er c'hornaoueg, hag al [[Lippe (stêr)|Lippe]] en norzh, a ya d'ober an takad-se.
 
Daoust ma'z eo aet ar greanterezh a c'hiz kozh war an diskar e chom ar Ruhr “kreizig-kreiz” armerzh Alamagn, p’en deus gallet emdreiñ ha mirout e nerzh mont war-raok.
 
Eus ar c'hornaoueg d'ar reter e c'haller menegiñ kêrioù [[Duisburg]], [[Oberhausen]], [[Bottrop]], [[Mülheim|Mülheim an der Ruhr]], [[Essen]], [[Gelsenkirchen]], [[Bochum]], [[Herne|Herne]], [[Hagen]], [[Dortmund]], ha [[Hamm]], hag ivez darnoù eus rannbarzhioù “diwar ar maez” [[Wesel]], [[Recklinghausen]], [[Unna]] ha [[Ennepe-Ruhr-Kreis]]. Evit a sell an Istor e oa ar c'hêrioù eus ar c'hornaoueg (Duisburg, Essen...) lodek er [[Rheinland]] tra ma oa ar reter, gant kêrioù Gelsenkirchen, Bochum, Dortmund ha Hamm e [[Westfalen]]. Abaoe an {{XIXvet}} kantved eo kresket an holl gêrioù-se kement ma'z int aet d'ober, stag-ha-stag bremañ, ur pezh mell takad kêr industriel, ha mar lakaer [[Düsseldorf]] ha [[Wuppertal]] ouzhpenn, e tap 7,3 milion a dud, ar pezh a ra ar pevare takad kêr brasañ eus Europa, war-lerc'h [[Moskov]], [[Londrez]] ha [[Pariz]].
 
{{Commons|Category:Ruhr area}}