Wikipedia:Merourien/Klemmoù/Dielloù/1 : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
→‎Pevare klemm a-enep Kadwalan: lakaat al liammoù diverket
Linenn 193:
::Merour on. Dizali on evel merour gant ar choaz a-berzh Bianchi Bihan da blantañ anvioù alamanek diezhomm e pep lec'h er wikipedia pa vefent aes da dreiñ gant stummoù testeniekaet. Pa ran un dra bennak a-enep ar vandalerezh-se e torrfen ar reolennoù?? Ne gredan ket. Ober un ali personel eus ar fed ma vez skrivet [[Aostria]] e lec'h ''(von) Osterreich'' pe [[Prusia]] e-lec'h ''(von) Preussen'' e brezhoneg zo lu. --[[Implijer:Kadwalan|Kadwalan]] 30 Du 2011 da 01:32 (UTC)
 
==''' Pevare''' klemm a-enep Kadwalan==
===Klemm===
'''Klemm a savan a-enep Kadwallan abalamour d’ar gerioù lakaet gantañ em fajenn.'''
''Brezel embann
Stankañ a ran ouzh da gont adarre evit brezel embann, emzalc'h tagus ha droukprezegerezh. Ret eo d'an titloù pennadoù bezañ e brezhoneg. An anvioù bro brezhoneg zo da vezañ implijet ha n'eo ket anvioù en alamaneg pe e yezhoù all pa ne vez ket ezhomm. Trugarez da chom hep lakaat an anvioù titloù ha broioù en o stumm alamanek en-dro evel [http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Karl_Friedrich_von_Baden&diff=next&oldid=1101263 eno], [http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Georg_Wilhelm_Hessen-Darmstadt&diff=1101314&oldid=1101271 eno] [http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Auguste_Wilhelmine_Hessen-Darmstadt&diff=1098610&oldid=1093348 eno] hag [http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Adelheid_von_L%C3%B6wenstein-Wertheim-Rosenberg&diff=1099958&oldid=1085831 eno]. Mat e vefe ivez chom hep tagañ dibaouez an implijerien all diwar-benn munudoù o huchal e gaou d'ar vandalerezh. pe droukprezeg evel [http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Wikipedia:Kumuniezh/An_davarn/sizhunvezh_45,_bloaz_2011&action=history eno], [http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Kaozeal:Karl_Wilhelm_Ferdinand_von_Braunschweig&diff=prev&oldid=1098375 eno], [http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Wikipedia:Kumuniezh/An_davarn/sizhunvezh_45,_bloaz_2011&diff=1098434&oldid=1098427 eno] [http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Wikipedia:Kumuniezh/An_davarn/sizhunvezh_45,_bloaz_2011&diff=1097732&oldid=1097470 eno] hag [http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Wikipedia:Kumuniezh/An_davarn/sizhunvezh_45,_bloaz_2011&diff=1098374&oldid=1098370 eno]. Displegañ a rez e pajenn Gwendal e vije bet direnket da labour ganin o kemmañ titl ar pennadoù. Ne soñj ket din e oa direnket o tennañ pe o chom hep lakaat "von" pe o treiñ an anv bro. Adkasoù a oa en anvioù a oa bet savet ganit. --[[Implijer:Kadwalan|Kadwalan]] 14 Du 2011 da 00:29 (UTC)
 
==='''Ma respont d'e arguzennerezh==='''
1. ''“Brezel embann”''
Prest e vez Kadwalan da gomz eus brezel embann adalek ma krouan ur pennad dre ma fell dezhañ kemm an titl, daoust ma ran-me hervez ar reolenn votet. Eñ an hini a ra ar brezel pa gemm dizehan an titl ('''betek pemp gwech en un devezh''', pezh zo difennet groñs: kastizet e vezer adalek teir! )
Linenn 223 ⟶ 224:
 
Goulenn a ran ma vo lakaet Kadwalan da baouez gant e emzalc’h tagus ouzh ma labour, ma vo lavaret outañ doujañ ouzh ar reolenn, ha ma vo kastizet seul wech ma’z aio kontrol d’ar reolenn a dleje sentiñ outi evel ar re all e-lec'h he zorriñ evel ma ra. [[Implijer:Bianchi-Bihan|Bianchi-Bihan]] 16 Du 2011 da 19:26 (UTC)
 
=== Respont ===
Komz eus reolennoù torret dre vras hep menegiñ pehini zo un tamm bras. Moarvat abalamour ma n'eo ket gwir ar pezh zo lavaret.
Tamall ouzh ar re all ar pezh a vez rebechet outañ zo ur strategiezh klasel a-berzh Bianchi-Bihan. Terriñ a ra ar reolennoù setu e tamall ouzh ar re all ober hep reiñ skouer ebet. Sklaer eo ar skouerioù roet war da bajenn kaozeadenn. Arabat klask distreiñ ma c'homzoù. An anvioù bro testeniekaet e brezhoneg n'int ket da vezañ skrivet dre holl hag en un doare reizhadek en alamaneg. Vandalerezh eo. Klemm diwar-benn an diarbennoù kemeret da viret ouzhit a blantañ alamaneg e pep lec'h zo bras ivez.
 
Ar 5 kemm meneget ganit zo bet kaoz anezhe en davarn. Te zo kaoz abalamour m'az teus graet ar memes tra war ar memes pajenn. N'out ket bet stanket. Kinniget em eus digarezioù abalamour ma ne'm eus ket graet a-ratozh ha ma'z eo c'hoarvezet a-greiz ma oan o klask herzel ouzhit treiñ brezhoneg en alamaneg e meur a bennad. Gortoz a ran atav gwelet da zigarezioù d'ar gumuniezh… Ouzhpenn-se n'en deus mann ar gaoz-se d'ober gant ar pezh am eus skrivet ez pajenn. --[[Implijer:Kadwalan|Kadwalan]] 30 Du 2011 da 02:46 (UTC)
 
=='''Pempet''' klemm a-enep Kadwallan==