Sima Qian : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 5:
[[Skeudenn:China Shaanxi.svg|thumb|E ruz : Shaanxi, bro Sima Qian]]
E Longmen, nepell diouzh Hancheng er rannvro Shaanxi a-vremañ, e voe ganet Sima Qian en un tiegezh [[Urisinouriezh|urisinourien]] ( 太史 , ''tài shĭ'', “istorour an [[Heol]]”) a oa bet e karg e lez an impalaer a rummad da rummad kent ma voe torret an hengoun e-pad meur a zegad. Sima Tan, tad Sima Qian, e voe an den kentañ oc’h adkavout ar garg-se dre youl an impalaer Han Wudi.

Ouzhpenn an urisinouriezh e oa Sima Tan, evel e hendadoù, atebeke karg eus ar [[steredoniezh]], an [[deiziadur]] hag an aberzhioù ; ul labour pouezus ivez e oa ober war-dro Levraoueg an Impalariezh, delc’her an dielloù ha skrivañ bloazdanevelloù al lez. Diwar e labour e teuas Sima Tan mennet da sevel Istor ar Bed gant ur sell neptuek war an dud ha war an darvoudoù.

Ken abred hag an oad a zek vloaz e oa e vab Qian ampart war al lenn skridoù henkozh, pa heulie kentelioù e dad ha re daou [[Konfusianegezh|Gonfusian]]. <ref> SIMA Qian, troidigezh R. Dawson, 2009 </ref>.

Pa voe ugent vloaz e voe aotreet gant e dad da redek bro a-benn dastum danvez istorel evit labour e vuhez, ar ''Shi Ji'' ; pal ar veaj e oa gwiriañ mojennoù ha brudoù kozh, gweladenniñ lec’hiennoù henkozh ha reoù nevet evel bezioù roueed Sina gozh.

Echu gantañ e enklaskoù war an dachenn e voe dibabet da enseller a-berzh Stad e rannvro ar Yunnan a oa nevez-gounezet gant an impalaer ; enselladennoù all a reas e pevar c’horn an Impalaeriezh, war-bouez ar rannvroioù Fujian (e-tal [[Taiwan]]) ha Guangdong (rannvro [[Hong Kong]]) ma veze komzet ur sinaeg disheñvel diouzh hini Shaanxi.

D’an oad a 35 bloaz, er bloavezh 110 KJK, e voe Sima Qian kaset d’ar C’hornôg gant lu an impalaer a-benn sujañ “gouezarded” all. Eno edo pa glañvaas e dad, a c’halvas e vab da gemer ar garg el lez ha, dreist-holl, da c’hourc’hemenn dezhañ kendelc’her gant al labour a oa bet boulc’het war Istor Sina – ''Bloazdanevelloù an Nevezamzerioù hag an Diskar-amzerioù'', anezho ar c’hentañ bloazdanevelloù en Istor Sina.
Linenn 16:
Er bloavezh 99 KJK en em gavas Sima Qian enket gant afer [[Huned]] ( 匈奴 , ''xiōng nú'') an Norzh.

Daou ofiser a oa bet en Norzh da sujañ an Huned a voe trec’het ha paket ganto ; an impalaer a damallas unan anezho, Li Ling, da vezañ pennabeg an drouziwezh hag holl uhelidi ar gouarnamant a heulias e ali, war-bouez Sima Qian – ne oa ket Li Ling ur mignon dezhañ hogen doujañs a vage en e geñver. Displijet-bras e voe an impalaer gant emzalc’h e urisinour neuze, ha kondaonet d’ar c’hastiz-lazh e voe Sima Qian.

Dre lezenn an impalaeriezh e c’halle ar c’hastiz-lazh bezañ kemmet pe dre un dell-gastiz pe dre c’houzañv ar spazhadur. Peogwir ne oa ket Sima Qian pinvidik a-walc’h da saveteiñ e vuhez e voe spazhet kent bezañ karc’haret e-pad tri bloavezh.

Pa voe divac’het dre c’hras an impalaer e 96 KJK ez adkavas Sima Qian e garg, ha dre ma oa un [[tizhog]] anezhañ e voe anvet da sekretour prevez an impalaer.

Adal e zivac’hadenn e voe divrudet ha disprizet gant al Lez abalamour m’en devoa dibabet bevañ e-lec’h em lazhañ evel ma oad engortoz a-berzh ur gouizieg a-c’houde ker bras un drouklamm.

En e skridoù e kont pegen poanius eo an dismegañs-se en e geñver hag e tispleg ar perag eus e zibab : un dizenor e vije bet em lazhañ a-c’houde bezañ difennet Li Ling enep an impalaer, peogwir e vije bet brudet evel un den dibennsturienn ; un enor er c’hontrol eo chom bev da beurec’huiñbeurechuiñ al labour a oa bet boulc’het gant e dad – ha fiziañs a chom ennañ bepred e vo enoret e anv pa vo e labour istorel anavezet dre ar bed. <ref> SIMA Qian, troidigezh B. Watson, 1993 </ref>

Kendelc’her gant ar ''Shi Ji'' a reas Sima Qian neuze, hag er bloavezh 91 KJK e voe peuzechuet ar skrid.