Arigrap Pfalz : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
pennad echu , nemet e vefe tapet danvez all diwar ar pennad alamanek
Linenn 4:
'''Arigrap Pfalz''' pe '''Eil freuzadeg Pfalz''' a vez lavaret eus darvoudoù 1689 e [[Pfalz]] en [[Alamagn]], e-kerzh [[Brezel an nav bloaz]]. Ar [[freuzadeg Pfalz|freuzadeg kentañ]] a oa bet kaset en-dro 15 vloaz a-raok e 1674 gant [[Turenne]].
E nevez-amzer 1689 e voe roet an urzh, gant ar [[roue gall]] [[Loeiz XIV]], da lakaat freuz ha reuz e Pfalz evit « difenn ar Roen ». Lavaret e vez e oa ur fazi bras rak kement-se a lakaas meur a briñs alaman da vont a-du gant an [[Impalaer santel roman]] katolik a-enep ar C'hallaoued.
 
Digarez o devoe ar C'hallaoued da ober freuz, evel dae vare1674, nemet kalz gwashoc'h, war urzh fraezh ar ministr [[François Michel Le Tellier de Louvois]] en 1689. En dro-mañ e vo graet freuz er c'hêrioù, ha n'eo ket war ar maez hepken. Kenderc'hel a reas ar freuz neuze betek 1693, goude marv Louvois.
 
== An darvoudoù==
D'ar poent-se edo [[Bro-C'hall]] oc'h ober brezel da [[Impalaeriezh santel roman]] an [[Habsbourged]] hag o klask mirout ouzh enebourien nevez a sevel hag a zont da aloubiñ [[Elzas]]. Kavout a reas d'ar roue e oa ret skeiñ kreñv, hag urzh a roas da ober freuz ha reuz. <br />
E miz Gwengolo [[1688]] e voe treuzet ar [[Roen]] gant an arme c'hall, hep diskleriadur brezel. Hag ar C'hallaoued ha mont betek [[Baden]]. Lakaet e voe seziz war [[Philippsburg]] : ur miz e padopadas [[seziz Philippsburg]], adalek ar [[27 a viz Gwengolo]] betek an [[30 a viz Here]].
Kemeret e voe kêrioù [[Heilbronn]], [[Heidelberg]] ha [[Mannheim]] d'an 10 a viz Du .
 
==Tan==
[[Skeudenn:Pfaelz-Erbfolgekrieg-schadenskarte-1688-89.jpg|thumb|An dachenn ma voe graet freuz ha reuz e Pfalz gant an armeoù gall e 1688 ha 1689.]]
Kemeret e oa bet [[Pforzheim]] d'an 10 a viz Here 1688. Ar marichal [[Joseph de Montclar]] a roas urzh d'ar jeneral [[Ezéchiel de Mélac]] da chom en Heilbronn . Alese ez ae da lakaat tan ha freuz er vro tro-war-dro, e [[Donauwörth]], Marbach-am-Neckar ha [[Schorndorf]]. E dibenn ar bloaz e kemeras [[Heidelberg]], kêr-benn Pfalz, ha meur a gêriadennoùgêriadenn a-hed ar stêr [[Neckar]], ha [[Ladenburg]] en o zouez. C'hwezhañ a reas an tan e [[Pforzheim]] d'an [[21 a viz Genver]] [[1689]].
 
Renet e oa ar brezel gant ministr gall ar brezel, [[François Michel Le Tellier de Louvois]], hag urzh a roas da gemer [[kastell Heidelberg]]. Lakaet e voe an tan e kêr d'an 2 a viz Meurzh.<ref>Saveteet e voe kêr gant an annezidi, hag ur monumant zo bet savet en enor dezhe.</ref>. Peurvuiañ e veze distrujet an eostoù er parkeier, lazhet ar chatal, distrujet ar c'hreñvlec'hioù. Amañ e voe graet gwashoc'h. Distrujet e voe kêrioù ha kêriadennoù, ilizoù ha pontoù, kaset an dud kuit<ref>Jean-Christian Petitfils op. cit. p.497</ref>: d'an 8 a viz Meurzh e voe tro [[Mannheim]] , ha [[Frankenthal]] goude, [[Worms ]], ha [[Spire (Alamagn)|Spire]], ma voe distrujet an iliz-veur, ha kêriadennoù all en tu all d'ar Roen.
 
D'an 31 a viz Mae e voe roet urzh gant Louvois da vombezañ kreñvlec'h Landskrone ha kêr [[Oppenheim]]. Kemend-all a voe graet en tu-mañ d'ar Roen e kêrioù [[Bretten]], Maulbronn, [[Pforzheim]] (10-11 a viz Eost), [[Baden-Baden]], ha re all.
 
==Heuliadoù==
Gant distruj Pfalz e savas an holl en Alamagn a-enep d'ar roue gall. [[Pierre Jurieu]] a skrivas neuze :
:''Ar C'hallaoued a veze lavaret anezho e oant ur vroad tud onest, denek, sevenaet, enebet o spered ouzh ar varbariezh; ar Gall hiriv avat n'eo nemet un debrer-tud, daou dra heñvel e spered an amezeien.<ref>Ernest Lavisse op. cit. P.752</ref>. Ouzhpenn an ali-se e laka ar briñsed alaman da vont a-du gant an impalaer santel ha da gemer perzh er brezel a-enep Bro-C'hall.<ref>Jean-Christian Petitfils op. cit. p.497</ref>.
Menegiñ a c'haller barn [[Voltaire]] ivez:
:''An eil gwech e oa d'ar vro-gaer-mañ bezañ gwastet dindan Loeiz XIV; met ar flammoù a oa bet lakaet gant Turenne da zeviñ div gêr hag ugent kêriadenn e Pfalz ne oant nemet fulennoù e-skoaz an tangwall-mañ. Heuget e voe Europa. An ofisourien a gasas al labour-se da benn a oa mezh enne o vezañ binvioù ar c'hrizderioù-se<nowiki>[</nowiki>...<nowiki>]</nowiki>. Ma vije bet gwelet an arvest gant ar roue e vije aet e-unan da lazhañ ar flammoù. Ar broadoù ha n'o devoa rebechet nemet e c'hoant a veli en ur estlammañ outañ a huchas neuze a-enep e grizded hag a damallas e bolitikerezh zoken: rak ma vije deuet an enebourien en e Stadoù, eveltañ e ti an enebourien, o dije pulluc'het e gêrioù. Da zoujañ e oa an dañjer-mañ: Loeiz, o lakaat kant mil soudard war an harzoù en doa dezket da Alamagn ober strivoù heñvel. <ref>[[Le Siècle de Louis XIV]]|chap=XVI-De ce qui se passait dans le continent...| passage=371|lire en ligne=http://fr.wikisource.org/wiki/Le_Si%C3%A8cle_de_Louis_XIV.</ref>.''
 
==Notennoù==