Esperanteg : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D r2.7.1) (Robot kemmet: zu:Isi-Esperanto
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
skeudenn
Linenn 28:
== Istor ==
 
[[Skeudenn:Zamenhofhead1908-kl-t-zamenhof.jpg|thumb|right|200px|[[Ludwik Lejzer Zamenhof|Loeiz Lazar Zamenhof]]]]
 
Dre ma 'z eus ur yezh savet eus an esperanteg ez eo berr hag anavezet mat e istor. Etre dibenn ar [[bloavezhioù 1870]] ha penn kentañ ar [[bloavezhioù 1880]] e voe savet an esperanteg gant Ludwik Lejzer (Loeiz Lazar) [[Zamenhof]]. Goude bezañ darevet e raktres e-pad un dek vloaz bennak, en ur dreiñ hag en ur sevel oberennoù pergen, e voe embannet yezhadur kentañ ar ''yezh etrebroadel'' e [[rusianeg]] gant an oberour yaouank e Gouere [[1887]], dindan stumm ul levrig moulet diwar e goust. Etre 1887 ha [[1889]] e voe embannet doareoù all e meur a yezh. E-pad an dekvedoù goude, ne reas ket 'met kreskiñ an niver a dud bet desket an esperanteg ganto, da gentañ en [[impalaeriezh rusian]] hag en [[Europa ar Reter]] dreist-holl, ha goude se en [[Europa ar C’hornôg]] hag en [[Amerika]]. Da geñver ar brezel etre [[Rusia]] ha [[Japan]] e [[1904]]-[[1905|05]] e oa aet an esperanteg tre er Japan. E [[Sina]] e voe roet ar [[kentel|c’hentelioù]] kentañ e [[Shanghai]] e [[1906]] hag e Canton e [[1908]]. E-pad an dekvedoù kentañ e chomas implijerien an esperanteg e darempred an eil re gant ar re all dre gelaouennoù ha dre lizher. E [[1905]] e voe dalc’het kentañ kendalc’h etrebroadel an esperanteg e [[Boulogne-sur-Mer]] (Frañs). Abaoe ez eus bet dalc’het [[kendalc’h]]ioù etrebroadel bep bloaz nemet e-pad an daou vrezel-bed. Ouzhpenn ar c’hendalc’hioù bras-se e vez lusket bed an esperanteg gant dalc’hioù, stajoù, [[emvod]]où, hag oberoù etrebroadel all a-stroll. Abaoe [[1986]], n’eus ket bet un devezh hep na vije bet an esperanteg yezh unan eus an [[emgav]]ioù-se un tu bennak er bed ([http://www.eventoj.hu/kalendar.htm deiziadoù an emgavioù da zont]).