Ivona Martin : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
D'ar Meurzh 8 a viz C'hwevrer 2005 ez eo aet '''Ivona Martin''' d'an Anaon, d'an oad a 97 vloaz. Ur vuhez hir hag oberiant evit ar brezhoneg a renas.
 
[[brezhoneg|Brezhonegerion]] a oa he zud, eus kostez [[An Dre -Nevez]]. Ur soñj kaer, blaz ar baradoz warnañ, a zalc'he eus he vakañsoù-skol du-hont e maezioù [[Landivizio]] a oa hollvrezhonek da neuze. Kontañ a rae e oa bet hoalet gant ar yezh abred kenañ en he bugaleaj, hogen ranket he doa deskiñ anezhi a-nevez, rak ne oa ket bet savet e brezhoneg, moarvat dre ma oa he ziegezh o chom e kêr.
 
Gant [[Roparz Hemon]] he deus kejet. He danevell eus an darvoud-se a oa fromus en he genoù. Kontañ a rae he doa gwelet un den "kozh" (Roparz Hemon a oa eus ar bloaz 1900, seizh vloaz koshoc'h egeti enta), hag hi yaouank-flamm - peseurt bloaz resis ? War-dro ar bloaz 30 moarvat - straed ar C'hastell e Brest, e ti Sant-Ildud, a oa anavezet evit pourchas levrioù brezhonek. Roparz Hemon en doa roet dezhi da gompren e oa re sammet gant al labour hag hi, brokus ha diwar-skañv, he doa kinniget dezhañ he skoazell. Nebeut war-lerc'h ez eas Roparz Hemon d'he c'haout ouzh [[dorikell]] ar "[[Société Générale]]" ma laboure hi eno ha dre an dorikell e roe Roparz Hemon labour da Ivona, d'e sikour war-dro ar gelaouenn "[[Gwalarn (kelaouenn)|Gwalarn]]".