Félix Lope de Vega : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 90:
Distreiñ a reas da labourat evel sekretour personel [[Pedro Fernández de Castro y Andrade]], a oa Markiz Sarria d'an ampoent, hag a vo Kont Lemos diwezhatoc'h, ha skrivañ a reas dezhañ en ul lizher ''"Yo, que tantas veces a sus pies, cual perro fiel, he dormido''" (Me, am eus kousket ken alies ouzh ho treid evel ur c'hi feal), ha gantañ e chomas betek 1603, pa en em gavas e kêr [[Sevilla]]. <br />
Orgediñ a reas neuze ouzh Micaela de Luján, an hini a zo "Celia" pe "Camila Lucinda" en e werzennoù, koant evel an deiz, dizesk avat, ha dimezet ouzhpenn. Na 'vit se! he darempredién a reas betek 1608 ha pemp bugel o doe, en o zouez daou a gare dreist ar re all : Marcela (1606) ha Lope Félix (1607).
 
<!--
Adalek 1608 see pierdekoller elroud rastro literario y biográfico deeus Micaela de Luján, única entre las amantes mayores del ''Fénix'' cuya separación no dejó huella en su obra.
-->
 
 
E-pad meur a vloaz e veve Lope etre an div oaled hag un toullad mat a serc'hed,
aktorezed peurvuiañ, evel ma tiskouez splann ar prosez a voe graet dezhañ en [[1596]] gant Antonia Trillo ; anaout a reer ivez anv ur serc'h all dezhañ, Marina de Aragón. Evit bevañ madik ha magañ kemend-all a vugale, bastarded pe nann, e rankas poaniañ ha labourat evel ur c'hi, o skrivañ dizehan, barzhoniezh ha komediennoù a veze embannet alies hep e aotre, ha hep bezañ reizhet. <br />