Diforc'hioù etre adstummoù "Amalie von Preußen"

==He buhez==
[[file:Princess Anna Amalia of Prussia.JPG|thumb|left|Prinzessin Amalie von Preußen]]
[[Merc'h]] yaouankañ [[Frederig Gwilherm Iañ Prusia]] ha [[SophiaSophie Dorothea von Hannover]] e oa, hag unan eus o dek bugel chomet bev.
[[C'hoar]] e oa eta da [[Frederig II Prusia]]. Abadez [[Quedlinburg]] e oa ivez.
 
Brudet e oa he c'hoantiz, he douster, he deoliezh, koulz hag hec'h ampartiz da sevel sonerezh. Klasket e voe war he lerc'h gant kannad [[Sveden]] da zimeziñ gant ar roue [[Adolf Frederik]]. Met primoc'h e voe he c'hoar Luise Ulrika a euredas dezhañ e 1744. E-kerzh an eured-se eo en em gavas gant un ofiser yaouank, ar baron [[Friedrich von der Trenck]] a dommas he c'halon.
 
Kement-se ne blijas ket d'he breur roue. Bac'het e voe ar paotr. Tec'hel a c'hallas avat ha repu a gavas en Aostria hag en Rusia. Dimeziñ a reas ha 14 bugel en doe.
188 703

modifications