Diforc'hioù etre adstummoù "Walter Deverell"

Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D (r2.7.1) (Robot ouzhpennet: it:Walter Howell Deverell)
[[Image:DeverellAsYouLikeIt.JPG|thumb|right|200px|Livadur diwar ''As You Like It'' ([[William Shakespeare]]) gant Walter Deverell]]
 
'''Walter Howell Deverell''' ([[1añ a viz Here]] [[1827]] e [[Charlottesville]], [[Virginia]] – [[2 a viz C'hwevrer]] [[1854]] e [[Londrez]]) a oa un arzour [[Breizh-Veur|breizhveuriat]] bet ganet er [[Stadoù-Unanet]], hag a gemeras perzh el luskad [[Rakrafaelouriezh|rakrafaelour]].
 
Ganet e voe Deverell e [[Charlottesville]] e [[Virginia]], ha pa oa daou vloaz e tistroas e familh d'ar [[Rouantelezh-Unanet]]. Er ''Royal Academy'' e studias, hag eno e kejas gant [[Dante Gabriel Rossetti]]. Er memes stal-baour e labourjont e [[1851]]. Ar [[Rakrafaelouriezh|Vreuriezh rakrafaelour]] a oa bet savet e [[1848]], ha dindan levezon Rossetti e krogas Deverell da livañ taolennoù rakrafaelour, en ur virout memes tra levezonioù klaseloc'h evel hini [[Charles Robert Leslie]]. Gant Deverell e voe dizoloet [[Elizabeth Siddal]], ar plac'h a voe patrom pennañ ha kentañ ar rakrafaelourien. Pa'z eas kuit [[James Collinson]] eus ar Vreuriezh e kinnigas Rossetti ma vefe kemeret e plas gant Deverell, met biskoazh ne voe kemeret an diviz.
189 203

modifications