Ar '''rusianegruseg''', pe '''rusegrusianeg''', a zo ur yezh eus skourr [[slavek]] ar reter e familh ar [[yezhoù indezeuropek]]. Er strollad-se emañ ivez an [[ukraineg]] hag ar [[belaruseg]]. Ouzhpenn 300 milion a rusegerien zo. Yezh ofisiel [[Kevread Rusia]] ha [[Belarus]] eo, yezh daremprediñ e-barzh [[Kenglad ar Stadoù Dizalc'h]], an tu kreñv a zo gantañ e rannvroioù 'zo eus [[Ukraina]] (pergen e Su hag e Reter ar vro hag er gêr-benn [[Kiev]]) hag eus [[Kazakstan]]. Ur statud a yezh ofisiel en deus ivez en [[Aozadur ar Broadoù Unanet]].
Reoliet eo gant Росси́йская Акаде́мия Нау́к ([[Akademiezh skiantoù Rusia]]).