Radon : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
+
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 11:
|}
|}
Ar '''radon''' a zo un [[elfenn gimiek]]. '''86''' eo he [[niver atomek]] hag '''Rn''' hec'h arouez. Ur [[gaz nobl]] eo, [[skinoberiegezh|skinoberiek]], diliv, dic'hwezhwezh, hag a-orin naturel evit an aliesañ. Dañjerus eo ivez evit an den pa c'hall degas [[krign-bev]] ar skevent.
 
35 [[izotop]] eus ar radon a zo anavezet hiziv an deiz met ne gaver nemet 4 anezho en natur. Eus ar re-mañ eo ar [[radon 222]] a gaver an aliesañ. Dont a ra diwar "dispennadur" ("dizintegradur") ar [[radiom 235]] eus heuliad an [[uraniom 238]]. Un [[hantervuhez]] 3,823 devezh en deus ha skignañ a ra rannigoù alpha. Pa vez kalz a radon e-barzh an aergelc'h (e poull ur vengleuz pe en un ti...) e ro an dizintegradur [[poloniom]] 218 (3,1 mn). Un dizintegradur alpha all a zeuy buan, hag a roy [[plom]] 214 (26,8 mn) a roy [[bismuth]] 214 (19,7 mn), ha war-lerc'h poloniom 214 (164 µ) hag er fin plom 210 (22,3 bloavezh), kalz hiroc'h e vuhez. Enalet e vo gant ar boudoù bev, ha chom a ray er [[skevent]]. Skinoberiek eo ar plom-se ha dindan levezon ar skinoberiegezh-se e vo ar skevent. Setu perak eo dañjerus ar radon, hag an eil abeg pennañ da grign-bev ar skevent eo ar radon war-lerc'h ar [[butun]].